War roudou or Misionerien
War roudou or Misionerien zo ul levr skrivet gant an Aotrou 'n eskob Visant Fave, skrivagner brezhonek hag eskob skoazeller eskopti Kemper ha Leon. Embannet eo bet gant ti-embann "Ar Skol dre Lizer" e 1989, ha skignet gant Emgleo Breiz. E skolveurieg eo skrivet, evel holl embannadurioù Emgleo Breiz.
Kinnig
kemmañPennad-kinnig (golo pevar)
kemmañ« “Un Breton sur chaque motte de la terre, Un Breton sur chaque lame de la mer”, a skrive St Pol Roux[1].
Ken gwir all e vefe skriva : “Eur misioner euz Breiz – ha memez euz Eskopti Kemper – e peb bro euz an “Trede Béd”. Nag a dadou hag a zeurezed, abaoe pell ’zo, zo eet evel-se d’ober war-dro tud ar broiou pell, o kas dezo o relijion, med gwellaennou en o buhez war eun dro.
Karget e oa bet an Aotrou ’n Eskob Visant Fave d’ober war-dro ar visionerien-ze. Eet eo da weled anezo, evel just, hag e komz dim euz o buhez, diêz alïez-kenañ, med ken entanuz. Ouspenn – ar pez a vo marteze ar peb dudiusa evid al lennerien ordinal – e oar selled Visant Fave ouz ar broiou-ze, o doareou-beva, an oll draou-ze ken disheñvel evidom-ni, ha ken dedennuz.
Komz euz brezoneg Visant Fave, n’eus ket ezomm. Gouzoud a ra pep hini ez eo unan euz ar re wella a heller lenn[2]. »
Danevell war lec’hienn eskopti Kemper ha Leon
kemmañ« Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus Penn-ar-Bed, strewet a-dreuz ar bed-oll. Mond d’o c’haout a reas, e kement lec’h ma oa anezo. Evelse eo eta e teuas war wel, adaleg miz Here beteg miz Kerzu eus ar bloaz 1965, eun displegadur eus beajou an Aotrou ’n eskob FAVÉ : kavet e veze anezo e-barz “Lizeri Breuriez ar Feiz”, kavell Skignerez ar Feiz en eskopti : e veajou eta, Afrika Zu, ha goude-ze, an Indez. Eun deiz e teuas al “Lizeri” da jench ano : “Or misionerien”. War an oad avad ez eê an Aotrou FAVÉ, en desped da ze e oa anezañ eur gwall foeter-bro, o terc’hel da vond war e droiou-bale, ha da gonta anezo en e vrezoneg saourus, anavezet mad ganeom-ni : konta ’ree eta Amerika ar Su, an Azia, Polinezia, an Antillez, Gwiana, beteg ar bloaz 1986.
Kement-se oll ez eo ar pez a veze bet kutuillet gantañ ha lakeet en e oberenn, 300 pajennad enni. Gand e vrezoneg c’hweg ha birwidig, e tigas an eskob FAVÉ deom, eun dra bennag heñvel ouz an diweza pajennad eus meurdez misionerien Breiz-lzel, ar pez a gane, Yann-Ber Kalloc’h : “Samm ho kroaz santel war e skoaz, Ar C’helt e-neus greet tro ar bed”. »
Notennoù
kemmañ- ↑ Saint-Pol-Roux, ur barzh gall, en deus bevet e Kameled adalek 1898 betek e varv e 1940
- ↑ Visant Fave, War roudou or Misionerien. Kastellin, ti-embann "Ar Skol dre Lizer", 1989, 312 p. (ISBN 978-2-900828-59-5)