Me a zesk brezoneg
Me a zesk brezoneg zo ul levr da zeskiñ lenn brezhoneg a voe embannet evit ar wech kentañ e 1941 e Roazhon, e ti Oberthur, hag adembannet e 1942 gant O Lo Lê e Landerne. Teir gwech e voe embannet en holl ha gwerzhet 22 500 skouerenn anezhañ[1]. Savet e oa gant C. Uguen ha Visant Seite (M. Séité war ar golo), ha skrivet eo e KLT. Dindan an titl brezhonek war ar golo e lenner "mon premier livre de breton". Trugarekaet eo Roparz Hemon er rakskrid. «Daoulina a ra Paol» eo frazenn gentañ an hentenn.
El levr e kaver ivez
- Bro goz va zadou
- Alc'houez ar brezoneg eeun, gant Roparz Hemon, a ro ar gerioù diazez ar yezh (pajennoù 105-142).
Implijet e veze e skolioù kristen Bro-Leon dreist-holl, ha kavet e veze da brenañ e Skol Santez Barba Rosko, ma oa bet lakaet Visant Seite da rener.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Embannadurioù al Liamm, 1992, p.404b.