Frered an deskadurezh kristen a Bloermael
Frered an deskadurezh kristen a Bloermael | |
---|---|
![]() | |
Ardamez Frered an deskadurezh kristen a Bloermael, ar ger-stur a zo "Dieu Seul" | |
Padelezh | 6 a viz Even 1819 - Bremañ |
Bro | ![]() |
Sujidigezh | ![]() |
Skourr | Deskadurezh Katolik |
Ger-stur | Doue nemetken/ Deo soli |
Izili | 990 den a iliz 5 beleg |
Doare | Skolaj |
Krouerien | Jean-Marie de Lamennais ha Gabriel Deshayes |
kemmañ ![]() |
Frered an deskadurezh kristen a Bloermael (latin : Institutum Fratrum instructionis christianae de Ploërmel, e berr FICP) a zo ur genvreuriezh laik gourel hag a wir pabel, dezho ar gefridi da gelenn d'ar yaouankiz. "Frered Ploermael" pe "Frered ar skolioù kristen" a reer anezho ivez e brezhoneg.
Krouet e 1819 gant an abad Jean-Marie de Lamennais (1780-1860) hag an abad Gabriel Deshayes, neuze person en Alre (1767-1841), ar c'hoant a oa ganto da sevel remziadoù mistri-skol kristen ha da zigeriñ skolioù. Ar genvreuriezh-se a zo bet savet e Ploermael, er Morbihan. Aotreet eo bet ofisiel e 1822.
AstennAozañ
Ur miliad bennak int hiziv o verañ skolioù e pep korn eus ar bed pe dost. Padal, e Breizh, evel just e vezont kavet ar stankañ : 2 zousennad skolioù, un 30 skolaj bennak, 15 lise, en o-zouez ul lise labour-douar e pep departamant. Sellit, da skouer, ouzh Skolaj ar C'hleuz.