Gabriel Deshayes
Gabriel Deshayes, ganet e Benion d'ar 4 a viz Kerzu 1767 ha marvet e Saint-Laurent-sur-Sèvre d'an 28 a viz Kerzu 1841, a oa ur beleg breton brudet evit e stourm war dachenn an deskadurezh-skol, dreist-holl evit ar re vouzar. Penn uhel kenvreuriezhoù ar Societas Mariae Montfortana hag ar Filles de la Sagesse e oa, unan eus krouerien an Institutum Fratrum instructionis Christianae a S. Gabriele e oa ivez, ha krouer Sœurs de l'Instruction Chrétienne de Saint-Gildas-des-Bois, kenvreuriezh Frered an deskadurezh kristen a Bloermael ha hini ar Frered labourerien-douar eus Urzh Sant Frañsez a Asiz.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Gabriel Deshayes ![]() |
Anv-bihan | Gabriel ![]() |
Anv-familh | Deshayes ![]() |
Deiziad ganedigezh | 6 Kzu 1767 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Benion ![]() |
Deiziad ar marv | 28 Kzu 1841 ![]() |
Lec'h ar marv | Saint-Laurent-sur-Sèvre ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | beleg katolik ![]() |
Relijion | Katoligiezh ![]() |

Buhez
kemmañTad Gabriel Deshayes a veve en e aez, labourer-douar e oa kenkoulz ha kiger. Gabriel a ziwalle an tropelladoù loened e-pad e yaouankiz, a-raok mont d'ar skolaj.