Skolaj ar C'hleuz Sant-Jozeb
Skolaj ar C'hleuz
Ardamez Frered an deskadurezh kristen a Bloermael
Padelezh
Bro Breizh
Sujidigezh Breizh

Katolik
Frered an deskadurezh kristen a Bloermael

Skourr Deskadurezh Katolik
Zonenn-skol B
Akademiezh Roazhon
Izili Skolajidi: tro 753

63 kelenner

Doare Skolaj
Rener Joseph Fauchoux 2006-2016[1]

Guillaume Le Chêne 2017-2022[2]
Franck Bureau 2023

Lec'hienn internet http://www.lecleusaintjoseph.fr/WordPress/

Skolaj ar C'hleuz Sant-Jozeb a zo ur skolaj katolik e kêr Redon, en akademiezh Roazhon[3] emañ, er zonenn-skol B.

Ardamez kêr Redon (Il-ha-Gwilen)

Lec'hiet eo en 22 straed Sant Mikael.

Savadur ar Galon sakr kemmañ

Savadur pennañ ar skolaj a oa bet savet e 1922, an anv a zo savadur ar Galon Sakr[4]. 1320 m2 leur a zo, adsavet e oa bet diabarzh ar savadur etre 2010 ha 2013.

Rouedad La Mennais kemmañ

 
Delwenn ar Werc'hez Vari e skolaj ar C'hleuz e Redon

Ar skol a zo ul lod eus ar rouedad La Mennais[5], ur rouedad skolioù bet savet gant Jean-Marie de Lamennais pe savet adal patrom e selloù.

Eskemmoù-skol kemmañ

 
Skolaj ar C'hleuz e Redon

Eskemmoù-skol a vez bep 2 vloaz gant skolaj ar C'hleuz ha skolajoù en estren-vro. Broioù liammet:

  • Un eskemm a zo gant bro Finland[6] e Lathy. Skolajidi pevare ha trede a vez kaset eno.
  • Un eskemm a zo gant bro Pologn e Poznan. Skolajidi pemvet a vez kaset eno. Ar choaz a vez ganto da vont pe eno pe e Kerdiz e bro-Gembre.
  • Daou veaj a zo e pevare : unan e Portsmouth aveit ar c’hlasad European pe unan arall e Spagn.
  • Un eskemm a zo get ar 3de e Alamagn.

Beajoù-skol kemmañ

Abaoe ar C'hovid ez eus nebeutoc'h beajoù skol.

Brezhoneg kemmañ

Un hentenn divyezhek a zo er skolaj, kavet e vez ivez un opsion Brezhoneg diret[7] Un opsion Brezhoneg, un eur bep sizhun, a vo digoret d'ar re 6vet en distro-skol 2018 gant un eur bep sizhun.

Meur a film a zo bet savet gant ar skolajidi e brezhoneg evel an dañserien noz, pe c'hoazh an heuliad filmoù Met piv eo Belfegor ? gant ar c'hentañ film anvet "Met piv eo Belfegor?" embannet d'an 10 a viz Even 2017 gant sikour al liseidi bet skolajidi er C'hleuz.

E miz Even 2018 ez eus bet troet un eil film d'an heuliad, da vezañ embannet eo e miz Gwnegolo 2018.

Opsion LCE kemmañ

Gall a reomp kregiñ an opsion-se e pevare klas. Yezh ha Sevenadur Europa (langue et culture européenne). Ret eo tremen un arnodenn dre skrid evit bezañ degemeret en opsion.

Pa veer degemeret en opsion ez eus div eurvezh bep sizhun ouzhpenn d'ar c'hentelioù all:

  • 1 eur evit deskiñ muioc’h ar saozneg. (OBI)
  • 1 eur evit deskiñ ar sevenadurezh europat. (3CE)

OBI

Desket e vez saozneg evit tizhout al live A2 (eus ar CECRL) evit tremen arnodenn ar C'HET (Cambrige English Key A2) e-fin ar piarvet hag ar PET (Cambrige English Preliminary B1) e fin ar skolaj.

3CE

Evit kregiñ ar bloavezh prientiñ a reomp arnodenn DEC (Diplom ar varregezhioù europat) hag a zo un diplom a vez tapet gant ar vugale e fin an hentenniad war daou vloaz. Evit kaout an DEC, kemeret e vez perzh en ur veaj e Bro-Saoz evit uhelat al live sevenadur europat ha kenderc'hel gant deskiñ donoc'h ar yezhj saozneg. Un teuliad 10 pajenn a zo da sevel, o komz eus sevenadur ur vro en Europa ha tremen a reer dirak ur juri.

Liammoù diavaez kemmañ

Titouroù hollek kemmañ

Filmoù e Brezhoneg kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ