Kaourintin Riou
Kaourintin Rioù pe Korantin Riou a oa frer, pe breur, da lavarout eo lean diveleg, en urzh ar Frered Sant-Gabriel a oa diazezet er Vendée, ha kelenner er skolioù kristen. Ganet e oa e 1913 e Pornaleg ha marvet e 1995 en Dordogne (departamant). E familh a oa labourerien-douar, e kêr ar Rest. Mont a reas d'ar skol da bPont-'n-Abad e skol Sant-Gabriel.
Desket en doa gwenedeg evit kelenn pa oa e Baod. Kelenn a reas ar yezh da vugale ar Vro-Vigoudenn a-raok ar Brezel diwezhañ, ha goude ar Brezel, e kelennas anezhi evel eil yezh.
Kelenner eo bet e Kerne-Izel hag e Bro-Wened. Mont a reas war e leve p'edo o chom e Liger-Atlantel ha goude, en 1988, ez eas d'an Dordogn.
Saourus e oa e vrezhoneg. Azasaet en deus e vrezhoneg diouzh bezañ komprenet gant ar vugale, dreist-holl en e levr ar Mabinogion...
Evit a sell ouzh ar reizhskrivañ, e krogas da skrivañ el Liamm en 1948-49 met buanik a-walc'h e heuilhas urzhioù eskopti Kemper hag e geneiled Visant Fave ha Visant Seite hag e krogas da skrivañ e skolveurieg.
Levrioù, danevelloù
kemmañ- Ar Mabinogion evit ar Vugale, Al Liamm - Tir na N-og
- Mintin ha Noz, gant Kpye,(Korantin Riou, Breur), (dindan stumm ur brevial, hep an Aviel), Brest, Ar skol dre Lizer-Emgleo Breiz, 1988, 292 p.
- Henchou Glaz de Korantin Riou. Tresadennoù gant Guérin, Louis. Emgleo Breiz, 1997. - 223 p.; 21 cm. Diverradenn : Disheñvel eo heñchoù an dud er bed-mañ : lod a vez o varc'hegañ war "wenojennoù ar brezel" ; darn all a gerzh gant roudoù kammdro ; koulskoude ez eus ivez heñchoù sioul, laouen, gant chañsoù, ur bam.
- Heñchou du de Korantin Riou et Louis Guérin (1995)
- Henchou ar brezel, Riou, Korantin - broché - janvier 1994 Furnez Breizh, Ti-embann Jos an Doare, 1976
- Don Kihote / diwar Cervantes, bet lakeet sic e brezoneg gant Ar Pagan ha Bodspern, tres. gand Xavier Morvan, kentskr. gand Korantin Riou
- Cervantes, Saavedra, Miguel de, 1547-1616,Brud nevez-Emgleo Breiz, 1990