Anvioù-badez brezhonek

An anvioù-badez brezhonek zo meur a seurt anezho.

Rummadoù anvioù

kemmañ

Kent an XXvet kantved ne oa ket nec'het ar bobl gant an traoù skrivet. Ar re ne ouient ket lenn ne ouient ket pe anv e oant lakaet en ti-kêr, ha ne gave ket dezhe o doa ezhomm da c'houzout.

An anvioù-badez brezhonek zo anvioù a orin liesseurt:

An anvioù a orin keltiek

kemmañ

Peurvuiañ int anvioù brezhonek o tont eus anvioù sent vrezhon: Tangi, Maloù ... A-wechoù e c'hallont bezañ anvioù iwerzhonek, evel Ronan, Brendan. Ar re-se eo ar re a vez roet stankoc'h bremañ, hervez un doug nevez d'ar geltelezh pe d'ar gwrizioù istorel breizhek.

A-wechoù e soñj d'an dud int keltiek pa n'int ket, evel an anvioù Enora ha Padrig, a orin latin. Met an anvioù-tud zo evel ar gerioù: n'eo ket peogwir n'int ket keltiek n'int ket brezhonek, ha brezhonekaet int bet abaoe 13 pe 14 kantved, tre evel ma'z eo bet iwerzhonekaet an anv Padraig, pe saoznekaet an anvioù a orin latin Anthony, Lucy, Martin, evel a c'hoarvezas en holl yezhoù Europa.

An anvioù a orin hebreek

kemmañ

Deut int dre ar Bibl, hag ar skridoù relijiel.

An anvioù a orin germanek

kemmañ

Deut int dre ar galleg, diwar an hengoun frankek diazezet pe e Breizh Uhel, pe en Anjev, pe e Normandi.

Kevredigezh

kemmañ

Enebiezh ouzh an anvioù-badez brezhonek

kemmañ

Ne blij ket d'ar stad c'hall na d'ar gelennerien war ar gwir anvioù-badez brezhonek zo[1]. Gwelout Afer Fañch.

Pennad kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. [[1]]