Jozeb
Jozeb, pe Jozef, zo un anv a orin hebreek (yôsef - ra vo lakaet gantañ (gant Doue ur bugel all) ouzhpenn) roet
- da Jozeb, mab Jakob, e-barzh ar Bibl
- da sant Jozeb tad-mager Jezuz
- da Jozeb Arimatia, a zo diazezet warnañ mojenn ar Graal.
Anv-badez
kemmañJozeb ha Jozef zo ivez anvioù-badez brezhonek. Jozefa, an anv-plac'h deveret, n'eo ket ken anavet.
Brudet eo bet an anv dre ar bed kristen, katolik dreist-holl, abalamour ma oa anv tad-mager Jezuz ha pried Mari.
A-hend-all e veze goapaet an anv ivez, abalamour d'ar perzh roet dezhañ en Testamant Nevez, ha graet e veze anezhañ sant paeron an doganed.
Berrstummoù
kemmañAnavezet eo ar berrstummoù Job, Jos ha Jef e brezhoneg. Ur berrstumm eus Jozef/Josef implijet e Belgia eo Jef ivez.
E yezhoù all
kemmañJozef zo ivez an doare-skrivañ e nederlandeg ha slovakeg, Józef e poloneg. E yezhoù all :
- alamaneg : Josef ha Joseph (berradur Jupp)
- arabeg: يوسف , Yusuf (yûsuf), hag ar stummoù Yousef pe Youcef. Kontet eo e istor e souratenn XII ar C'horan.
- esperanteg : Jozefo
- galleg : Joseph
- gresianeg : Yosiph
- hungareg : József
- italianeg : Giuseppe ; hag ivez Peppone
- katalaneg : Josep (berradur Pep)
- korseg : Ghjaseppu
- okitaneg : Josèp
- portugaleg : José; diwarnañ ar berranv Zé
- ruseg : Иосиф (Iosif), Osip
- saozneg : Joseph; diwarnañ ar berranvioù Joe ha Joey
- spagnoleg : José (berradur Pepe)
- turkeg : Yusuf
Tud
kemmañJozeb
kemmañ- Visant-Jozeb Rousseau Rozenkoad (1726-1792), beleg
- Jozeb-Mari ar Brix (1899-1931), nijer
- Loeiz Jozeb Mari Abyann (1876-1932), beleg
- Jozeb Seveno (1902-1930), beleg ha skrivagner brezhonek
- Jozeb ar Bihan (g. e 1930), muioc'h anavezet dindan an anv Jo Le Bihan, kenkrouer Ensavadur Lokarn ha kelenner a enor war ar geostrategiezh en HEC-ISA
Jozef
kemmañ- Erwan Jozef a Gergelenn a Drevareg (1734-1797), moraer
- Józef Bilczewski (1860-1923), sant katolik polonat
- Józef Piłsudski (1867-1935), kentañ ministr Polonia
- Jozef Stalin (1879-1953), diktatour soviedat
- Jozef Tiso (1887–1947), prezidant ar Republik slovak
- Jozef Abasq (1923-2006), skrivagner brezhonek
Jef
kemmañArabat droukveskañ gant Jeff.
- Jef ar Penven (1919-1967), sonaozour
- Jef Gedez (g. e 1935), barzh ha skrivagner brezhonek
- Jef Philippe (g. e 1947), skrivagner brezhonek
- Jef Aérosol (g. e 1957), graffour (berranv Jean-François amañ)
Job
kemmañ- Job ar Bayon, skrivagner brezhonek
- Job Jaffre, kazetenner ha skrivagner brezhonek
- Job an Irien, beleg
- Job Lec'hvien, beleg katolik ha skrivagner brezhonek
- Job Lak-e-barzh, lonker
- Job Larigou, fentigeller lu
- Job Morvan, marc'hhouarner
- Job de Roincé, kazetenner ha skrivagner gallek
- Job Seite, beleg ha kelenner
Jos
kemmañ- Jos-Pêr ar Braz (1889-1915), emsaver ha skrivagner brezhonek
- Jos Verstappen (g. e 1972), blenier kirri nederlandat
- Jos Parker (1853–1916), barzh brezhonek ha gallek
- Jos Kuilhandr (1880-1955), skrivagner brezhonek
- Jos Le Corre (1925-1979), livour ha priour
Lec'hanvioù
kemmañN'eo ket un anv a gaver nemeur e lec'hanvadurezh Breizh :
- Minez Sant-Jozeb , un dosenn e Langoned
- meur a skol Sant-Jozef zo, pe a zo bet, e Breizh : hini Lannuon, Pontrev...
- Ti Jos, tavarn Bretoned e Pariz.
Broioù all
kemmañ- Youssoufia, e Maroko, e-tal Safi, gwechall Louis-Gentil.