Jozef Abasq
skrivagner brezhonek
Jozef Abasq | |
---|---|
Obererezh | Skrivagner, Troour |
Ganedigezh | e 1923 e Gwiproñvel, ![]() ![]() |
Marv | d'an 20 a viz Kerzu 2006 e Sant-Ervlan, ![]() ![]() |
Yezh skrivañ | brezhoneg |
Enorioù | priz Langleiz e 1990 |
kemmañ ![]() |
Jozef Abasq, ganet e 1923 e Gwiproñvel ha marvet d'an 20 a viz Kerzu 2006 e Sant-Ervlan, oa ur skrivagner brezhonek. Kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg eo bet e Naoned. Kentelioù brezhoneg en deus bet graet e skol-veur Naoned ivez.
Skrivet en deus e-barzh ar c'helaouennoù Brud, Brud Nevez hag Al Liamm dindan an anv-pluenn Didrouz peurvuiañ. Un troour diwar ar c'hembraeg (Kate Roberts, R. Gerallt Jones, Bryn Williams) hag ar saozneg eo ivez. Roet eo bet ar priz Langleiz dezhañ e 1990.
LevrlennadurAozañ
- Liziri. Danevell en Brud Nevez, 1977. Adembannet en dastumad Danevellou euz an Amzer-vremañ. Brud Nevez, 1980.
- Lizhiri. Danevell e-barzh Al Liamm e 1981. Adembannet en dastumad Truez Va Doue. Al Liamm, 1981.
- Truez Va Doue, Al Liamm. 1981. Dastumad danevelloù.
- Danevelloù all zo bet embannet el Liamm, e Kaieroù ar Bleun-Brug, e Brud, e Brud Nevez.
TroidigezhioùAozañ
- 1962 : Samivel, Mirzin Mirzinig, Emgleo Breiz
- 1987 : Robert Gerallt Jones, Caffoglion, Emgleo Breiz
- 1988 : Kate Roberts, Treid Daouhualet, Emgleo Breiz
- 1991 : Bryn Williams, Kembre Patagonia, Emgleo Breiz
- 1993 : Václav Havel, Largo desolato, Emgleo Breiz
- 1998 : Islwyn Ffowc Elis, Erh puill, Emgleo Breiz