Václav Havel
Václav Havel (distaget [ˈva:ʦlaf ˈɦavɛl] e tchekeg), bet ganet e Praha d'an 5 a viz Here 1936 ha marvet e Vlčice-Hrádeček d'an 18 a viz Kerzu 2011[1], a oa ur skrivagner, ur c'hoarivaour, ur spereder hag un den a Stad eus Tchekoslovakia hag eus Tchekia war-lerc'h, goude ma oa bet rannet ar vro.
Václav Havel | |
---|---|
1añ prezidant ar Republik Tchek | |
2 a viz C'hwevrer 1993 – 2 a viz C'hwevrer 2003 | |
En e raok | — den ebet — |
War e lerc'h | Václav Klaus |
10vet prezidant Tchekoslovakia | |
29 a viz Kerzu 1989 – 20 a viz Gouere 1992 | |
En e raok | Gustáv Husák |
War e lerc'h | — den ebet — |
Ditouroù personel | |
Ganedigezh | 5 a viz Here 1936 Praha Tchekoslovakia |
Marv | 18 a viz Kerzu 2011 Vlčice-Hrádeček Tchekia |
Strolladoù politkel |
• Občanské Fórum (1989-1991) • Občanská Demokratická Aliance (1990-1998) • Strana Zelených 2004-2011) |
Internet | (cz) (en) www.vaclavhavel.cz |
Václav Havel, Praha, 14 a viz Du 2009 |
Unan eus pennenebourien ar renad komunour e voe. D'an 29 a viz Kerzu 1989 e voe dilennet da brezidant diwezhañ Republik Kevreadel Tchek ha Slovak betek 1992, pa voe dispennet Tchekoslovakia ; d'ar 26 a viz Genver 1993 e voe prezidant ar Republik Tchek, betek 2003. Graet e vez ar “prezidant-prederour” anezhañ alies.
Oberennoù
kemmañ- E brezhoneg
- Largo desolato, troet gant Job an Abasq, Emgleo Breiz, 1993. 2011.
Liammoù diavaez
kemmañ- (cs) (en) Levraoueg Václav Havel, Praha