Jos Parker
Jos Parker | |
---|---|
[[Skeudenn: thumb|left|150 px|Poltred| 220px|Jos Parker]] Jos Parker e 1891 | |
Anv ofisiel | Joseph Louis Antoine Marie Parquer |
Anv pluenn | Kloareg Kerne |
Obererezh | Rarzh, livour, skeudenner |
Ganedigezh | D'an 24 a viz Gwengolo 1853, e Fouenant, Patrom:Bro-Gerne, ![]() |
Marv | D'an 4 a viz Du 1916, e Fouenant, Patrom:Bro-Gerne, ![]() |
Yezh skrivañ | brezhoneg, galleg |
Luskad lennegel | "Goursez Breizh" |
Enorioù | Barzh oberiant |
Oberennoù pennañ | |
Breiz da virviken, Sous les chênes | |
Traoù ouzhpenn | |
S'Testenn italek'keudenner levrioù | |
kemmañ ![]() |
Jos Parker, Joseph Louis Antoine Marie Parquer er marilhoù (Fouenant, 24 a viz Gwengolo 1853 – idem, 4 a viz Du 1916) a oa ur barzh brezhonek ha gallek hag ul livour. Degemeret e voe e Goursez Breizh e 1903 evel ar Barzh Kloareg Kerne. Beskadoriad Kevredigez Broadel Breiz ha kadoriad kentañ Unvaniez Arvor e voe, engouestlet ma oa er rannvroelouriezh e Breizh hag en Emsav kentañ.
BuhezAozañ
Miret en doa e dad, Louis Henri (bet maer Fouenant e 1873-1878 ; e dad-kozh a oa bet maer ivez), anv e c'hourdadoù eus Iwerzhon ha dimezet e oa gant Eudoxia Thérèse Guyot[1]. Ne blijas ket da Jos Parker mont da noter evel e dad, ha klask a reas heuliañ kentelioù war al livouriezh e Skol an Arzoù-kaer Pariz. Kelennet e voe gant Alexandre Cabanel, Alfred Delobbe[2] ha Luc-Olivier Merson. Levezonet e voe gant oberennoù John Ruskin hag al luskad rakrafaelour. Dilezel al livouriezh a reas da c'houde ha gwelloc'h e kavas skrivañ barzhonegoù. Goude bezañ bet o chom e Pariz e teuas d'e vro en-dro hag ez eas da vevañ en e vaner e Kergoadig. E 1905 e voe un enkadenn gant ar pesketaerezh e Konk-Kerne. Diwar skouer Teodor Botrel hag en doa krouet Gouel al Lann, e Pont-Aven, er bloavezh a-raok, ha diwar atiz ar maer e voe krouet ur fest e Konk-Kerne ivez. Jos Parker a reas war-dro ar bruderezh hag eñ eo a gavas anv ar fest : Gouel ar Rouedoù glas. Lennadurioù foran eus e varzhonegoù a ginnigas ober.
Oberennoù lennegelAozañ
Skrivañ a reas meur a varzhoneg e galleg hag e brezhoneg. Berzh bras a reas gant e varzhonegoù gallek embannet gant L'Hermine adal 1890 ha gant dastumadoù barzhoniezh, Sous les chênes, an hini anavezetañ. An teskad Breiz da virviken (1903) a zegasas brud dezhañ ken e voe lakaet da Varzh e-doug Goursez Breizh bodet e Brignogan er bloaz-se. Tapout a reas brud dalif dre unan eus e varzhonegoù sonaozet gant Fernand Masson hag embannet diouzhtu dindan an titl La chanson des chemins breton asambles gant ar sonerezh. Kanet e veze gant Teodor Botrel. Enrollet e voe war bladennoù, meur a wezh. Kanet e veze er bloavezhioù 60 c'hoazh, hag enrollet e voe gant Mouez Breiz ivez.
Engouestladur en drouizelezh hag en EmsavAozañ
Heuliañ a reas hent ar Goursez ma oa kalz a varzhed vrezhonek, ken e stourmas evit ledanaat pouez ar gevrenn lennegel e Kevredigez Broadel Breiz. Ganto ez eas er-maez evit enebiñ ouzh levezon an dudjentil en Emsav. E miz Here 1911 e kemeras penn Unvaniez Arvor, an aozadur nevez, ha ne oa nemet drouized ha barzhed en e benn pe dost.
Am emgav evit monumant e vezAozañ
Mervel a reas Jos Parker e miz Du 1916, pa oa ar brezel en e varr, a-daol-trumm hag hep ma voe gouezet mat abeg e varv. Seizh vloaz goude e varv e tivizas e vignoned sevel ur monumant war e vez, dezhañ stumm ul lec'h gant ur groaz keltiek a-us kizellet gant James Bouillé hag Alexandre Le Quéré. Goude al lid d'ar 9 a viz Gwengolo 1923, , e bered Fouenant, dindan paeroniezh Anatol ar Braz hag an Drouiz-Meur Erwan Berthou, e voe aozet bodadeg ar re o doa stourmet en Unvaniez Arvor hag e Goursez Breizh. Gant Taldir, Erwan Berthou, Leon ar Berr ha re all e voe divizet adsevel an daou aozadur-se.
EmbannadennoùAozañ
- Son an intañvez, e Le Clocher breton, n° 40, 1898
- Meuleudi peurbadus, In : Le Clocher breton, n° 59, 1900
- Breiz da virviken, 1903. Teskad barzhonegoù.
- Noël breton, skeudennaouet gant an oberour. Barzhoneg.
- Klemmgan an dilezet, In Ar Vro, n° 34, 1911. Barzhoneg.
- Son Lannic, In : Le Breton de Paris, n° 110, 1911. Kanaouenn.
- Skridoù gallek
- Sous les chênes, skeudennaouet gant an oberour, Lemerre : 1891
- Le livre champêtre, 1894. Barzhonegoù.
- Le clerck de Kerné : idylle Bretonne, 1896. Romant.
- Brume et soleil, 1900. Barzhonegoù.
- La Grand'mère, Gwened : Lafolye, 1901. 7 p.
- Pastourelles bretonnes; Margodennig, Naoned : Vuillemin-Didion, 1909 ; sonerezh gant Alex Joël
- Les chemins bretons, skeudennaouet gant an oberour, Pariz : Évette et Schaeffer, 1926 ; sonerezh gant Fernand Masson
- Poèmes, skeudennaouet gant an oberour, Gwaien : Moullerezh Nanga, 2011, 93 p.
- Skeudennoù
- Skeudennadurioù evit Aogust Bocher, "Bleuniou yaouankiz", 1909. Barzhonegoù brezhonek
- Pladennoù
- Mercury, MLP7055. Enni Chemin breton, kanet gant Armand Hass. 33 tro, 30 cm.
LevrlennadurAozañ
- Canévet, Jean-René, Jos Parker, poète, peintre, dessinateur, barde fouesnantais…, Brest, Moullerezh Ouesthélio : 2017.
- Georges Cadiou, Emsav, dictionnaire historique et géographique, Coop Breizh : 2013. Pennad Parker, Jos.
- Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne, Coop Breizh : 2007.
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhoniourien, Brest, Al Liamm : 1992. Pennad Parquer, Joseph Louis Marie Antoine