Ar Vro (Karaez)
Ar Vro oa ur gelaouenn viziek vrezhonek, an hini gentañ e brezhoneg a voe er-maezh eus an Iliz katolik, krouet ha renet gant Frañsez Jaffrennou (Taldir e anv-drouiz hag e anv-pluenn). Embannet e voe e Montroulez da gentañ hag e Karaez war-lerc'h, etre 1904 da 1914[1]. Bodet e voe tro-dro da Daldir ur bochad skrivagnerien vrezhonek, koulz ha tud pennañ an Emsav kentañ.
Krouidigezh
kemmañPa zistroas Frañsez Jaffrennoù eus e studioù war ar Gwir e Roazhon e oa pemp bloaz warn'ugent hag e oa o klask ur stad a blijfe dezhañ, ha ne voe ket micherioù ar Gwir d'an nebeutañ, daoust ma a voe e dad noter e Karnoed. Pa oa studier e-doug 1898-99 en doa gallet kenlabourat gant ar gelaouenn sizhuniek "La Résistance" e Montroulez en ur ginnig da embann ur bajenn vrezhonek pep sizhun.
Perc'hennet e oa moullerezh ar Résistance gant an intañvez Gwaziou, dezhi ur mab yaouank a glaske sevel ur stal moullañ evitañ e-unan. Kevrediñ a reas gant Jaffrennou evit krouiñ ur stal (burevioù ha gwaskerelloù), straed ar Garmez, e Karaez. Aleksandr ar Gwaziou a rae war-dro an traou teknikel pa veze meret an embannadurioù gant an drouiz. Pep hini a bostas 10 000 lur gall e-barzh "Imprimerie Le Goaziou et Jaffrennou". Moullet e voe paperioù a bep seurt evit ezhommoù an dud, levrioù ha div gelaouenn, Ar Vro hag Ar Bobl. Kroget e voe gant embannadur an hini kentañ d'an 1añ a viz Meurzh 1904.
Neuz hag endalc'h
kemmañDaouzek pajenn a vent vras a veze embannet evit dibunañ nevezintioù ha bruderezhioù dastumet er Poc'hêr, met ivez skridoù brezhonek a bep seurt, skañv ha lennegel tro-ha-tro. Desachañ a reas Jaffrennou ur skipailh skridaozerien feal : Leon ar Berr, Loeiz Gourlet, Loeiz ar Menn ha Yann-Vari Solu hag ouzhpenn skridaozerien a-youl-vat evel Yann-Bêr Kalloc'h, Loeiz Herrieu, Hollsent ar Garreg, Charlez Picquenard, Charlez Gwennou, Pier Laorañs, Erwan Berthou, Aogust Bôcher, Glaoda ar Prad, Kristof Jezegou hag Erwan-Vari ar Gall.
Tabutoù politikel gant kostezenn gleiz Garaez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Lukian Raoul, Ar Vro - Ar Bobl, tennet eus Al Lanv, nn 78, Eost 1978, p. p. 31-35.