Leon ar Berr
Leon ar Berr (pe Léon Le Berre), Ab Alor pe Abalor diouzh e anv-barzh , bet ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1874 en Erge-Vihan (staget ouzh Kemper e 1960) ha marvet d'ar 4 a viz Kerzu 1946 e Roazhon, a oa ur c'helaouenner breizhat, hag ur skrivagner.
E dud ne oant ket brezhonegerien, deskiñ brezhoneg a reas e-unan.
Bet eo bet e penn ar sizhunieg L'Union agricole et maritime, kenlabouret en deus gant L'Ouest-Éclair. Unan eus renerien Goursez Vreizh e oa. Saozneg mat a ouie.
Gantañ ha Taldir Jaffrennou e voe savet An Oaled (anvet e galleg Le Foyer breton) a oa ur gelaouenn drimiziek e galleg hag e brezhoneg, embannet etre 1928 ha 1939.
Oberennoù
kemmañE brezhoneg
kemmañ- 1910 : Istor Breiz hag ar C'helted, sinet Trivarz, kenskrivet gant Yves Berthou ha Paul Diverrès, Le Dault.
- 1911 : Sinadur an Eil Testamant, Carhaix, Ar Bobl, 1911. Pezh-c'hoari.
- 1913 : Ar verc'h he divreac'h mougn, An Oriant, Le Pays breton. Pezh-c'hoari.
E brezhoneg hag e galleg
kemmañ- 1901 : Fleurs de Basse-Bretagne (Bleun a Vreiz-Izel), kontadennoù, Roazhon, Simon.
- 1902 : Nuptialia, Gwened, Lafolye.
- 1904 : Les épousailles de Brébiot, Gwened, Lafolye. Pastoralenn e galleg-krenn.
- 1913 : Français de Quimper, An Oriant, Le Pays breton. Komedi.
- 1926 : La circulaire de Monzie contre l'enseignement du breton.
- 1928 : Guide illustré de Quimperlé et de la région des collerettes.
- 1935 : Le 145 anniversaire du traité de la Mabilais.
- 1935 : La Parure du vieux Rennes.
- 1935 : Un grand évêque gallo-romain, saint Melaine.
- 1936 : Bretagne d'hier, Roazhon, L'Ouest-Éclair.
- 1945 : Les Chevaliers de la Table Ronde. Épisodes de la légende celtique, rakskrid gant Ronan Caerléon, Landerne, Brittia.