Job ar Bayon

skrivagner brezhonek

Job ar Bayon, a sine ivez Job Er Glean, (12 a viz Ebrel 1876 e Pleuwigner-26 a viz Gwengolo 1935 e Kolpoù) zo bet ur skrivagner-pobl hag ul lusker d'ar c'hoariva-pobl e brezhoneg, e Bro-Gwened.

E vuhez

kemmañ

Ober a reas e studi e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened hag e kloerdi bras Gwened. Kure e voe e Begnen, gant J. Buleon da berson. Aluzener e voe e-pad ar Brezel-bed Kentañ, kent distreiñ da Vegnen e 1923.

Anavezet eo dreist-holl dre m'en deus krouet ur strollad teatr brezhonek e Santez-Anna-Gwened, ha m'en deus skrivet kalz a bezhioù-c'hoari hag a ganaouennoù. Lod eus e bezhioù-c'hoari zo bet lakaet e brezhoneg Leon gant Yann-Vari Perrot, evel da skouer Nikolazig pe Er hemener.

Oberennoù

kemmañ
Pezhioù-c'hoari
  • En eutru Keriolet
  • Joson er lagoutér
  • Er Hémenér
  • Nikolazig
  • Kado, roué er mor
  • Fosfatin, er vatéh fin
  • Santéz Noluen
  • Pasion Gonéri
  • En Ozeganed
  • Boeh er goed
  • Ar hent er hadour
Kanaouennoù
  • Fest Kerhuiton
  • Er bugul
  • Bro hun tadeu
  • Er rah koed
  • O Pleùignér, o mem bro karet

Liammoù diavaez

kemmañ