Er Hémenér
Er Hémenér zo ur pezh-c'hoari fentus, e brezhoneg Gwened, gant Job ar Bayon, hag embannet e 1906 e Roazhon en Imprimerie brevetée Francis Simon. Ul levr divyezhek eo, 46 pajenn zo ennañ. E pep pajenn e lenner ar skrid brezhonek en nec'h hag ar galleg en hanterenn izelañ.
War ar golo eo skrivet eo bet savet tonioù ar sonioù gant Théodore Decker.