Keriadoù
kumun ar Mor-Bihan
Keriadoù zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan, bet krouet e 1901 diwar ul lodenn eus kumun Plañvour ha bet staget ouzh kumun An Oriant e 1947.
-
Straed Belgia.
-
Leur-gêr ar Frankiz.
-
An ti-kêr hag ar skol a-wechall.
Keriadoù
Anv ofisiel | Keryado ![]() |
---|---|
Stad | Frañs ![]() |
E tiriad | Mor-Bihan ![]() |
Daveennoù douaroniel | 47°45′43″N 3°23′20″W ![]() |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | maer Keriadoù ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 ![]() |
Deiziad divodadur | 1 Gen 1947 ![]() |

Istor kemmañ
XXvet kantved kemmañ
- Krouet e voe ar gumun d'an 18 a viz Ebrel 1901 diwar ul lodenn eus kumun Plañvour; staget e voe ouzh kumun An Oriant d'an 30 a viz Gwengolo 1947[1].
Brezel-bed kentañ kemmañ
- 162 waz eus ar gumun a varvas evit Bro-C'hall, d.le. 3,02 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; 30 a servije er morlu, 95 en droadegiezh ha 37 er ganolierezh[2].
- Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 14 a viz C'hwevrer 1916.
Eil Brezel-bed kemmañ
- Jean Le Maux, maer ar gumun, a voe dilezet a-berzh-gwir d'ar 27 a viz Kerzu 1940 gant Renad Vichy[3].
- Triwec'h milour bet ganet er gumun a gollas o buhez er brezel[4]; tri anezhe a gemeras perzh er Rezistañs, unan a voe fuzuilhet e dibenn miz Gouhere 1944 gant an Alamaned e Kerfani e Molan[5],[6], an daou all a voe kaset d'ar c'hampoù-bac'h e Mauthausen[7] hag e Ravensbrück[8] lec'h ma varvjont e 1945. 45 gwaz eus ar gumun a varvas dre m'o doa kemeret perzh er brezel, tri anezhe er c'hampoù-bac'h lec'h ma oant bet kaset evit abegoù politikel, 16 eus ar morlu ha 26 eus an tirlu[2].
- Bombezet e voe Keriadoù gant Aerluioù ar Rouantelezh-Unanet ha SUA.
- D'ar 7 a viz Eost 1944 e teuas un nebeud tankoù SUAat betek kroaz-hent ar Perroquet Vert, en antre ar gumun, a-raok kilañ betek Pont-Skorf[9].
- Chom a reas Keriadoù e Sankenn an Oriant e dalc'h an Alamaned betek an 10 a viz Mae 1945.
Monumantoù ha traoù heverk kemmañ
-
Monumant ar re varv e bered Keriadoù.
-
An iliz katolik.
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Santez Tereza, 1931.
Douaroniezh kemmañ
Emdroadur ar boblañs 1901-1946 kemmañ
Niver a annezidi

[10].
Melestradurezh kemmañ
-
Ar maerdi
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Even 1901 | Even 1910 | Pierre Le Breton | ||
Even 1910 | Kerzu 1916 | Jean Stéphant/Stéphan | ||
Kerzu 1916 | Even 1923 | Jean-Marie Toulliou | ||
Even 1923 | Genver 1927 | Pierre Philippe | ||
Meurzh 1927 | Mae 1935 | Jean Hémon | Radikal | |
Mae 1935 | Kerzu 1940 | Jean Le Maux | SFIO | |
Kerzu 1940 | Meurzh 1941 | Jean Bréchard | bet anvet gant Renad Vichy | |
Ebrel 1941 | Mae 1942 | Léon Jacques | bet anvet gant Renad Vichy | |
Mae 1942 | Mae 1945 | François Even | bet anvet gant Renad Vichy | |
Mae 1945 | Ebrel 1946 | Jean Le Maux | SFIO | |
Ebrel 1946 | Mae 1946 | Louis Lancelot | ||
Mae 1946 | Gwenholon 1947 | Jean Penquer | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Post kemmañ
-
An ti-post a-vremañ.
- D'ar 16 a viz Gwenholon 1908 e voe krouet un implij paotr-al-lizhiri-resevour[11].
Tud kemmañ
Tud bet ganet er gumun kemmañ
- Eugène Albaud (21 a viz Eost 1880), bet fuzuilhet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1916 gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ[12].
Liammoù diavaez kemmañ
Dave ha notennoù kemmañ
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv, e bered ar gumun
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Mémoire des Hommes
- ↑ "Le Télégramme", Kerfany-les-Pins. Hommage aux 21 résistants fusillés
- ↑ Mémoire des Hommes
- ↑ Mémoire des Hommes
- ↑ Mémoire des Hommes
- ↑ Jean Le Berd, Lorient sous l'occupation, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1986, p. 109
- ↑ Cassini-EHESS
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 154
- ↑ Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"