Erwan Jozef a Gergelenn a Drevareg
Erwan Jozef a Gergelenn a Drevareg (Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec e galleg), bet ganet d'an 3 a viz C'hwevrer 1734 e maner Tremareg e Landudal hag aet d'an Anaon d'an 3 a viz Meurzh 1797 e Pariz, a oa ur moraer breizhat hag en devoa roet e anv d'an Inizi Kergelenn.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec |
Anv-bihan | Yves, Joseph |
Deiziad ganedigezh | 13 C'hwe 1734 |
Lec'h ganedigezh | Landudal |
Deiziad ar marv | 3 Meu 1797 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Bugel | Victoire de Kerguelen |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | ergerzhour, milour |
Tachenn labour | sailing |
Grad milourel | contre-amiral |
Brezel | Brezel Seizh Vloaz |
Ezel eus | Académie de Marine |
Poltred Erwan Jozef a Gergelenn |
Buhez
kemmañOrinoù ha Familh
kemmañE dad, Gwilherm-Vari a Garpont a Drevareg, oa e penn ur wezenn warded-aod lec'hiet er Pouldu. Dimeziñ a reas d'e vamm Constance-Rose Morice a Veaubois e 1727. Pevar bugel oant ganet; Erwan-Jozef zo an hini kentañ, heuliet gant Catherine ha daou c'hoar all. Mervel a reas e mamm e 1746, hag e dad e 1750.
Degemeret e voe e skol Gwarded Merdeadurezh ar Roue e Brest e 1750. Kregiñ a reas a Brezel Seizh Vloaz e 1756 etre bro-Frañs ha bro-Saoz. Kergelenn zo anvet da asagn war an Emeraude, ur fourgadenn a 24 fezh-kanol.
Kemer a reas penn ur gompagnunezh korfoù frank e Dukark e 1757.