Józef Klemens Piłsudski pe Józef Piłsudski (distaget ['juzɛf piw'sutski] e poloneg) (5 a viz Kerzu 186712 a viz Mae 1935) a voe e penn Republik Polonia etre ar C’hentañ hag an Eil Brezel-bed, da lavarout eo e-pad Eil Republik Polonia.

Józef Piłsudski
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Rusia, Eil Republik Polonia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJózef Piłsudski Kemmañ
Anv ganedigezhJózef Klemens Piłsudski Kemmañ
Anv-bihanJózef, Klemens Kemmañ
Anv-familhPiłsudski Kemmañ
LesanvWiktor, Z. Mieczysławski, Mieczysław Kemmañ
MoranvZiuk Kemmañ
Treuzskrivadur APIˈjuzɛf ˈklɛmɛns pʲiwˈsutski Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Kzu 1867 Kemmañ
Lec'h ganedigezhZalavas Kemmañ
Deiziad ar marv12 Mae 1935 Kemmañ
Lec'h ar marvVarsovia Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev an avu Kemmañ
Lec'h douaridigezhWawel Cathedral Kemmañ
TadJózef Wincenty Piłsudski Kemmañ
MammMaria Piłsudska Kemmañ
Breur pe c'hoarBronisław Piłsudski, Adam Piłsudski, Kazimierz Piłsudski, Jan Piłsudski Kemmañ
PriedAleksandra Piłsudska, Maria Piłsudska Kemmañ
BugelJadwiga Piłsudska, Wanda Piłsudska Kemmañ
FamilhHouse of Piłsudski Kemmañ
Yezh vammpoloneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetpoloneg Kemmañ
Place of detentionFortresses in Magdeburg Kemmañ
Micherpolitiker, milour, penn brezel, ofiser, statesperson Kemmañ
ImplijerNational University of Kharkiv Kemmañ
KargKentañ Ministr Polonia, Kentañ Ministr Polonia, General Inspector of the Armed Forces, chief of state (Poland) Kemmañ
Bet war ar studi eNational University of Kharkiv Kemmañ
Strollad politikelPolish Socialist Party Kemmañ
Statud sokialnobl Kemmañ
RelijionLuteriegezh, Katoligiezh, Katoligiezh Kemmañ
Grad milourelMarshal of Poland Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Brezel Poloniat-ha-Soviedat Kemmañ
Ezel eusZwiązek Sybiraków Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel ar Peoc'h Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://jpilsudski.org Kemmañ
ArdamezioùKościesza Kemmañ
MountKasztanka Kemmañ
ar Marichal Piłsudski

E yaouankiz

kemmañ

Ganet e voe e keriadenn Zułów (Zalavas hiziv, e Lituania), a oa en Impalaeriezh Rusia en amzer-se) en ur familh noblañsoù polonat paour. E studioù a reas e Vilno (Vilnius) ha goude-se e C'harkiv, en Ukraina (en Impalaeriezh Rusia ivez, en amzer-se). Eno, pa oa studier war ar medisinerezh, e voe harzet e 1886 ha skarzhet eus ar skol-veur dre ma tamalled dezhañ bezañ un enebour politikel. Harzet e voe adarre e 1887, ha tamallet e voe dezhañ bezañ kemeret perzh en un irienn da glask lazhañ an tsar Aleksandr III. Barnet e voe ha kaset en harlu da Siberia e-pad pemp bloaz.

Pa voe lezet da vont en e frankiz, e 1892, e lakaas e anv e-barzh ar Polska Partia Socjalistyczna (PPS, Strollad sokialour Polonia) ha labourat a reas da aozañ ur skourr anezhañ e Lituania (el lodenn eus douaroù Polonia a oa en Impalaeriezh Rusia da neuze). E penn ar gelaouenn sokialour Robotnik (al labourer) e oa. Dimeziñ a reas gant e wreg kentañ, Maria Koplewska e 1899. E miz C’hwevrer 1900 e voe harzet Piłsudski ha toullbac’het e Gwikadell Varsovia, rak kavet e oa bet ti-moullañ ar gelaouenn Robotnik gant ar polis. Dont a reas a-benn da dec’hout e miz Mae 1901 diouzh ospital Sant-Petersbourg ma oa bet kaset. Adkregiñ a reas Piłsudski da stourm gant ar PPS, hag e-pad ar Brezel etre Japan ha Rusia (19041905) ez eas da Japan da glask ober emglev gant ar vro-se d’en em sevel a-enep an tsar, met en aner.

 
Kartenn a ziskouez Rouantelezh Polonia (Królestwo Polskie) en XIXvet kantved.

E 1904 e voe savet gant Piłsudski ur strollad armet, an Organizacja Bojowa (OB-PPS), da stourm ouzh nerzhioù Rusia evit dizalc’hiezh Polonia a-bezh. E-pad Dispac'h rusian 1905 e voe c’hoariet ur roll a bouez gant Piłsudski e Rouantelezh Polonia[1]. E deroù 1905 e voe galvet an dud da ziskregiñ diouzh o labour gant ar PPS. War-dro 400 000 den a gemeras perzh en harz-labour-se, a badas daou viz. E miz Mezheven 1905 e voe un emsavadeg enep-rusian e Łódź : padout a reas ur sizhun ha degadoù a dud a voe lazhet gant polis hag arme Rusia. Bec’h a voe eno ivez etre aduidi Piłsudski hag ar PPS ha heulierien Roman Dmowski hag e strollad Narodowa Demokracja a oa klouaroc’h ha na savent ket a-du gant ar stourm armet ouzh nerzhioù Rusia. E 1906 e voe rannet ar PPS e div gostezenn : ar Frakcja Rewolucyjna (“rann dispac’hel”) hag al Lewica (“tu-kleiz”). Fellout a rae an Tu-kleiz kenlabourat gant dispac’herien Rusia, pa lavare ar Rann dispac’hel e ranked sevel a-enep an tsar da c’hounit dizalc’hiezh Polonia. E 1909 ez eas ar maout gant ar Frakcja Rewolucyjna er PPS. Piłsudski, o welout ar Brezel-bed kentañ o tont, a aozas un arme polonat kuzh gant an dud en doa bodet en Organizacja Bojowa : savet e voe evel-se ar Związek Walki Czynnej (ZWC, Unaniezh evit ar stourm oberiant), a rae embregadennoù el lodenn eus douaroù Polonia a oa e dalc’h an « hini wanañ eus aloubererien Polonia », Aostria-Hungaria. E 1914 e oa 7239 ezel gant ZWC.

Soudarded Piłsudski a dagas Rusia e miz Eost 1914, o sevel a-du gant an Impalaeriezh alaman ha gant Aostria-Hungaria. Goude bezañ diskouezet nerzh e arme e meur a emgann, ha dreist-holl en Emgann Kostiuchnówka e 1916, e c’houlennas ouzh an div Impalaeriezh-se reiñ he frankiz da Bolonia ; anez e paouezfe Poloniz gant o stourm ouzh ar Rusianed. Asantiñ a reas gouarnamantoù Alamagn hag Aostria-Hungaria. Ur stad nevez a voe krouet anvet Rouantelezh Polonia hag er gouarnamant anezhi e voe lakaet Piłsudski da vinistr ar Brezel. Soñjal a rae e oa ret da Boloniz en em gannañ ouzh Rusia hag e oa tonket d’an Impalaeriezhioù kreiz koll ar brezel. Dre ma tiskoueze bezañ re zistag diouto e voe harzet ha kaset d’an toull-bac’h e Magdeburg. Soudarded Polonia a voe lakaet en Arme Aostria-Hungaria. D’an 8 a viz Du 1918 avat e voe lezet Piłsudski da vont kuit eus an toull-bac’h ha da zistreiñ da Bolonia. D’an 11 a viz Du 1918 e voe embannet dizalc’hiezh Polonia gantañ, nevez adlakaet e penn nerzhioù Polonia, gant renerien ar Rouantelezh.

Er galloud

kemmañ

E 1918 e voe lakaet Piłsudski e penn ar stad nevez : prezidant Polonia (Naczelnik Państwa) e voe etre 1918 ha 1922. Stourm a reas a-enep ar galloud nevez e Rusia e-pad ar Brezel etre Rusia ha Polonia e 1920, dorn-ha-dorn gant nerzhioù ar broadelour ukrainat Symon Petliura. Emglev peoc'h Riga a lakaas fin d’ar brezel e miz Meurzh 1921. D’ar mare-se ivez e voe savet ur vonreizh nevez evit ar vro, unan a lakae harzoù da c’halloud ar prezidant. Reiñ e zilez a reas Piłsudski. Chom a rae e penn an arme, met e 1923 e roas e zilez eus ar garg-se ivez. E miz Mae 1926 avat e teuas e penn ar vro adarre, dre un taol-stad, degemeret mat gant un toullad strolladoù politikel. Nac’h a reas ar garg a brezidant ar Republik a veze kinniget dezhañ, met bez’ e voe tro-ha-tro kentañ ministr, ministr an difenn ha penn uhelañ an arme. Tamm-ha-tamm e teue Polonia da vezañ un diktatouriezh etre daouarn ar marichal Piłsudski. E 1930 e lakaas herzel un toullad politikourien da zerc’hent ur votadeg. E 1935 e lakaas degemer ur vonreizh nevez. Prederiet-bras e oa gant gwareziñ Polonia diouzh tagadennoù ar broioù amezek (Alamagn, Unaniezh Soviedel). Dirak ar galloudoù hollveliour-se e felle dezhañ difenn dizalc’hiezh Polonia. Klask a reas sachañ evezh renerien stadoù kornôg Europa, da vare Emglevioù Locarno e 1925 ; kinniget en dije d’ar C’hallaoued, e 1933, ober gantañ ur « brezel diarbenn » ouzh Hitler. Met nac’het en dije ar gouarnamant gall, en ur lavaret dezhañ e oa graet an emglev etre Bro-C’hall ha Polonia evit en em zifenn ha n’eo ket evit tagañ « an aotrou Hitler ».

Tamm-ha-tamm, avat, e teue Piłsudski da vezañ muioc’h-mui un diktatour en e vro, en e stourm ouzh an dud na oant ket a-du gantañ. Lakaat a reas digeriñ, e 1934, ur c'hamp-bac'h e Bereza Kartuska, a voe lakaet tud ennañ betek 1939, pa ne oa da badout nemet bloaz. Komunourien a voe bac’het ennañ dreist-holl, rak aon en doa gouarnamant Polonia e sikourfent an Unaniezh Soviedel.

E varv

kemmañ
 
Bez mamm Piłsudski e Vilnius, e Lituania.

Mervel a reas Piłsudski d’an 12 a viz Mae 1935. Beziet e voe e gorf en iliz-veur Wawel e Kraków, goude bezañ diskouezet eno e-pad daou vloaz, ha lakaet e voe e galon e bez e vamm e Vilnius. Goude e varv e reas ar gomunourien bolonat ur “faskour” anezhañ. Hogen pennoù an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel, ar minorelezhioù broadel (Ukrainiz) pe ar relijionoù (Iliz katolik, Yuzevien) a veulas e labour e penn ar vro.

Notennoù

kemmañ
  1. Ur rouantelezh emren e oa Rouantelezh Polonia en amzer-se, stag ouzh Impalaeriezh Rusia avat ha renet gant an tsar. Polonia ar C’hendalc’h a reer anezhi alies.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.