Brezel Poloniat-ha-Soviedat

Ar brezel etre Polonia ha Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia berraet en Brezel Poloniat-ha-Soviedat (fin diskar-amzer 1918 / 14 a viz C'hwevrer 1919 – 18 a viz Meurzh 1921) a oa bet stourmet etre an Eil Republik Poloniat ha Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia a-raok ma teuje da vezañ ur Republik eus an Unvaniezh Soviedel goude fin ar C'hentañ Brezel-bed hag ar Reveulzi e Rusia. Ar stourmadennoù a oa bet war tiriadoù hag a oa e dalc'h Impalaeriezh Rusia hag Monarkiezh Habsburg a-raok, goude ma oa bet rannet Polonia.

Brezel Poloniat-ha-Soviedat
brezel
Rann eusBrezel diabarzh Rusia Kemmañ
Lec'hkreiz ha Reter Europa Kemmañ
Heuliet gantaloubadeg soviedel Polonia Kemmañ
Deiziad18 Her 1920 Kemmañ
Deiziad kregiñC'hwevrer 1919 Kemmañ
Deiziad echuiñMeurzh 1921 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezFeur-emglev Riga (1921) Kemmañ
Order of battlePolish-Soviet War Polish order of battle Kemmañ

D'an 13 a viz Du 1918, goude freuzadenn an Nerzhioù Kreiz europat hag Arsav-brezel an 11 a viz Du 1918, Vladimir Lenin e penn ar Republik Rusian Kevredadel Soviedat en doa roet lamm da Skrid-emglev Brest-Litovsk (hag a oa bet sinet gant ar Galloudoù kreiz e Meurzh 1918) ha kroget da fiñval nerzhioù lu war-zu ar C'hornôg evit adperc'hennañ ha gwareziñ rannvroioù an Ober Ost dilezet gant nerzhioù lu Alamagn hag a oa bet kollet gant Rusia goude ar skrid-emglev. Lenin a wele ar Stad Polonat nevez ha dishual (savet e miz Here-Du 1918) evel ur marz en dije roet lañs d'al Lu Ruz evit sikour luskadoù komunour all er c'hevandir ha degas ar reveulzi en Europa. D'ar memes mare, pennoù politikel tuioù disheñvel Polonia a vounte evit adsevel ar vro war harzoù 1772. Entanet gant ar mennozh-se, Penn ar vro, Józef Piłsudski, (e karg abaoe ar 14 a viz Du 1918) a oa krog da fiñval nerzhioù lu war-zu ar reter.

E 1919, e-pad ma oa tapet c'hoazh al Lu Ruz soviedat gant Brezel diabarzh Rusia (1917–1922), al Lu polonat a oa aet war-raok e tiriadoù gwelet gant kalz Poloniz evel "Kresy" (marzoù ar reter) ha da adkemer gant ar vro. Er bloavezh-se e oant deuet a-benn da aloubiñ darn eus Lituania ha Belarus a-vremañ. E miz Gouhere 1919, an nerzhioù lu polonat a oa deuet a-benn da dapout darn eus Reter Galitsia hag a oa bet trec'h er brezel etre Polonia hag Ukraina eus Du 1918 betek Gouhere 1919. E lodenn reter harzoù Ukraina stok ouzh Rusia, Symon Petliura en devoa klasket gwareziñ Republik Poblel Ukrania, met dre ma oa ar volcheviked o c'hounit ar brezel diabarzh rusian, al Lu Ruz a oa bet o fiñval war-zu ar c'hornôg betek tizhout an tiriadoù ukrainat tabutet ha rediet e voe nerzhioù Petliura da gilañ. An tiriadoù mestroniet gant Petliura a oa reoù bihan er c'hornôg ha klasket en devoa un emglev gant Piłsudski, ar pezh a oa bet graet en un doare ofisiel e miz Ebrel 1920.

Piłsudski a soñje dezhañ e oa ar gwellañ doare evit Polonia da vezañ gwarezet ha brasaet memes, dre obererezhioù milourel. Ar soñj a oa savet ennañ e vije aes trec'hiñ an nerzhioù lu ruz. En Argadenn war Kyiv a oa kroget da vat e fin miz Ebrel 1920 hag a oa bet un trec'h da gentañ, gant Poloniz oc'h aloubiñ kêr harpet gant nerzhioù Ukrainiz d'ar 7 a viz Mae. An nerzhioù lu soviedat en tiriad, hag a oa kalz gwanoc'h, a oa deuet a-benn da chom hep bezañ riñset, dre ma oant bet o kilañ evit chom hep kaout stourmadennoù bras gant o enebourien kalz galloudusoc'h. An argadenn ne oa ket bet harpet kalz gant an dud war al lec'h ha muioc'h a Ukrainiz a oa bet o vont betek emezeliñ el Lu Ruz eget en nerzhioù Petliura.