Galloudoù kreiz
Ar galloudoù kreiz a oa ur c'hevredad etre lod pennoù impalaerel e-pad ar brezel-bed kentañ, e-keit ma veze graet Emglev an teir bro eus o enebourion.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2b/Leaders_of_the_Central_Powers_-_Vierbund.jpg/350px-Leaders_of_the_Central_Powers_-_Vierbund.jpg)
Ar c'hevredad milourel-mañ a oa anvet evel-se peogwir e veze dalc'het an tiriad e kreiz Europa gant an daou gevredet e penn ar jeu, an Impalaeriezh alaman hag Aostria-Hungaria. Diwezhatoc'h e voe degemeret ganto an Impalaeriezh otoman ha hini Bulgaria.
En alamaneg e vez graet Mittelmächten ("Galloudoù kreiz"), Zentralmächte (idem) pe Vierbund ("Bagad ar pevar") eus ar c'hevredad-mañ.