Ferdinand Iañ Bulgaria

Ferdinand I Bulgaria (Фердинанд I e bulgareg ; 26 C'hwevrer 186110 Gwengolo 1948) a oa roue Bulgaria. Da gentañ evel priñs (knyaz) eus 1887 da 1908, ha goude evel roue (tsar) eus 1908 betek 1918. Dindan e ren, Bulgaria a gemeras perzh er Brezel-bed kentañ a-du gant ar Galloudoù Kreiz (Alamagn, Aostria-Hungaria, Turkia) adalek 1915.

Ferdinand Iañ Bulgaria
den
Rann eusSaxe-Coburger and Gothan Royal Family, Bulgarian Princely Family, Bulgarian Royal Family Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBulgaria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denФердинанд I Kemmañ
Anv ganedigezhFerdinand Maximilian Karl Leopold Maria von Sachsen-Coburg und Gotha Kemmañ
Anv-bihanFerdinand Kemmañ
Anv-familhBulgaria Kemmañ
Titl noblañsPrince of Saxe-Coburg and Gotha-Koháry, Duke in Saxony, Fürst Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 C'hwe 1861 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVienna Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gwe 1948 Kemmañ
Lec'h ar marvCoburg Kemmañ
Lec'h douaridigezhVrana Palace Kemmañ
TadPrince August, 3rd Prince of Koháry Kemmañ
MammPrincess Clémentine, Princess of Koháry Kemmañ
Breur pe c'hoarArchduchess Clotilde, Archduchess Joseph Karl of Austria, Princess Amalie of Saxe-Coburg and Gotha-Koháry, Prince Philipp, 4th Prince of Koháry, Prince Ludwig August of Saxe-Coburg-Kohary Kemmañ
PriedPrincess Marie Louise of Bourbon-Parma, Queen Eleonore of Bulgaria, Alžbeta Brezáková Kemmañ
BugelBoris III of Bulgaria, Prince Kyril, Prince of Preslav, Princess Eudoxia of Bulgaria, Princess Nadejda of Bulgaria Kemmañ
FamilhHouse of Saxe-Coburg and Gotha-Koháry, House of Saxe-Coburg and Gotha-Koháry (Bulgaria) Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, bulgareg Kemmañ
Tachenn labourTsar Kemmañ
KargTsar of Bulgaria Kemmañ
Lec'h labourSofia Kemmañ
LifestyleKevrinelezh Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Grad milourelGeneralfeldmarschall Kemmañ
Ezel eusHungarian Academy of Sciences, German Academy of Sciences Leopoldina Kemmañ
Ferdinand I Bulgaria

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ganet e voe Ferdinand d’ar 26 a viz C’hwevrer 1861 e Vienna, e tiegezh Sachsen-Coburg-Gotha-Koháry. Mab e oa d’ar priñs August von Sachsen-Coburg-Gotha (18181881) ha d’e wreg Clémentine Orleañs (18171907), merc’h da Loeiz-Fulup Iañ, roue Bro-C’hall. Desavet e voe e-mesk noblañsoù uhel Aostria-Hungaria, hag e domanioù ar familh en Hungaria hag en Alamagn. Ferdinand, hag a oa ofiser en arme Aostria-Hungaria, a voe dilennet da briñs e penn Bulgaria gant bodadenn vras ar vro-se, d’ar 7 a viz Gouere 1887.

D’an 20 a viz Ebrel 1893 e timezas gant Maria Luisa di Borbone-Parma, ur briñsez italian, merc’h da Roberto Iañ Parma.
Pevar bugel o devoe :

Mervel a reas Maria Luisa e 1899. Un eil gwreg en devoe Ferdinand goude : d’an 28 a viz C'hwevrer 1908 e timezas gant Eleonore Reuß zu Köstritz (1860-1917).
Pa’z eas Bulgaria eus ur stad emren d’ur stad dizalc’h da vat, e 1908, e teuas Ferdinand da vezañ « tsar », d’ar 5 a viz Gwengolo 1908. E zilez a roas dek vloaz war-lerc’h, d’an 3 a viz Here 1918.

Ferdinand I a lakaas Bulgaria da gemer perzh er Brezel-bed kentañ, a-du gant Alamagn, evit gallout kreskiñ e zomani er Balkanoù hag en em zizober eus levezon Rusia. Met e zilez a roas e 1918 , goude drouziwezh ar Galloudoù Kreiz, kuit da nerzhioù estren lakaat o c’hrabanoù war ar vro. Sevel a reas e vab henañ Boris war an tron en e lec’h.

Mervel a reas e 1948, e Coburg, e Bavaria.

Levrlennadur

kemmañ
  • (de)Böttcher, Hans-Joachim: Ferdinand von Sachsen-Coburg und Gotha 1861 - 1948 - Ein Kosmopolit auf dem bulgarischen Thron. Berlin 2019 (ISBN 978-3-89998-296-1)
  • (en)Finestone, Jeffrey (1981). The Last Courts of Europe. London : J.M. Dent & Sons Ltd. ISBN 0460045199. 
  • (en)Constant, Stephen (1986). Foxy Ferdinand, 1861–1948, Tsar of Bulgaria. London : Sidgwick and Jackson. ISBN 0-283-98515-1.