Vladimir Lenin
Влади́мир Ильи́ч Улья́нов – Vladimir Ilitch Oulianov (Distagadur
), lesanvet Ле́нин – Lenin ("Paotr al Lena"), bet ganet d'an 22 a viz Ebrel 1870 e Simbirsk (Impalaeriezh Rusia) ha marvet d'an 21 a viz Genver 1924 e Vichnie Gorki (URSS, hiriv Gorki Leninskie), a oa ur politiker, dispac'hour ha den-Stad rusian ha soviedat.
E penn an dispac'herien anvet bolcheviked e voe adalek 1903. Kalz e skrivas diwar-benn e vennozhioù politikel, awenet gant prederouriezh Karl Marx, hag an doare da gas an Dispac'h da benn : dezhañ eo ar strollad politikel a ro lusk da emgann ar renkadoù hag a rank ren diktatouriezh ar broleterien.
Vladimir Lenin | |||
---|---|---|---|
Den-Stad rusian ha soviedat | |||
![]() Vladimir Lenin e miz Gouere 1920 |
|||
Ganedigezh | 22 a viz Ebrel 1870 Simbirsk ![]() | ||
Marv | 21 a viz Genver 1924 Gorki ![]() | ||
Broadelezh | Rusian (1870-1917) Soviedat (1917-1924) | ||
Micher | Politiker Dispac'hour | ||
Kargoù | |||
Prezidant Kuzul Komizerien ar Bobl |
E 1917, diskaret Impalaeriezh Rusia hag an tsar, e voe kemeret ar galloud e Rusia gant ar volcheviked goude Dispac'h miz Here.
Tud badezet diwar Vladimir Ilitch pe LeninAozañ
- Vladimiro Ilich Lenin Montesinos (g. e 1945), penn servij kuzh Peru, politikour ha drouklazher
- Ilich Ramírez Sánchez, lesanvet Carlos, sponter venezuelat