Brezel diabarzh Rusia
Brezel diabarzh Rusia (Ruseg: Гражда́нская война́ в Росси́и, tr. Grazhdanskaya voyna v Rossiyi; Du 1917 – Here 1922) a oa bet ur brezel diabarzh en Impalaeriezh Rusia goude Reveulzi 1917. An tuioù engouestlet a glaske pouezañ war dazont politikel ar vro. An daou du pennañ o stourm a oa en un tu al Lu Ruz, a zifenne stumm bolchevik ar sokialouriezh, gant Vladimir Lenin e penn. Hag en tu all e oa ar re Wenn pe an Arme Wenn, ur c'hengevread strolladoù gant mennozhioù ha palioù disheñvel, lod roueelour, kapitalourien, skourroù disheñvel eus ar sokialouriezh, pep hini eus al luskadoù a oa rannet etre demokrated ha tud enebet ouzh an demokratelezh.
Rann eus | Revolutions of 1917–1923 |
---|---|
Stad | Impalaeriezh Rusia, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Republik Poblel Ukrania |
Deiziad kregiñ | 7 Du 1917 |
Deiziad echuiñ | 25 Her 1922 |
Ouzhpenn an daou du pennañ e oa ivez an Armeoù Gwer a stourme kement a-enep ar re Wenn hag ar re Ruz. Eizh bro estren o devoa kemeret perzh evit talañ ouzh al Lu Ruz, dreist-holl re ar Gevredidi hag al luioù a-du gant Alamagn. Al Lu Ruz a zeuas a-benn da dalañ ha distrujañ an nerzhioù Gwenn nerzhioù lu Su Rusia en Ukraina hag al lu dindan urzhioù an Amiral Aleksandr Koltchak e Siberia e 1919.
Ar peurrest eus an nerzhioù Gwenn renet gant Pyotr Nikolayevich Wrangel a voe trec'het e Krimea ha kaset kuit eus an impalaeriezh e 1920. Un nebeud emgannoù bihanoc'h a voe e-pad daou vloaz war harzoù ar vro. Kenderc'hel a reas ar stourm gant stourmadennoù a-enep an nerzhioù Gwenn e Reter pellañ ar vro betek 1923. Disklêriañ a reer e oa echu ar brezel e 1923 dre ma oa mestr ar re Ruz war an Unaniezh Soviedel nevez-savet. E gwirionez e oa kendalc'het stourmoù luioù broadel e Kreiz-Azia betek 1934.
E-tro 7 000 000 – 12 000 000 den a voe lazhet a-hed ar brezel, darn anezho o vezañ trevourien. Brezel diabarzh Rusia a vez taolennet gant lod eus an istorourien evel ar gwashañ reuz broadel a voe en Europa betek-henn.
Luskadoù lies broadelourien ha disrannerien a oa bet savet gant ma oa an impalaeriezh rusian o kouezhañ en he foull hag a gemeras perzh er brezel. Tiriadoù Finland, Estonia, Latvia, Lituania ha Polonia a zeuas a-benn da vezañ Stadoù emren ha dieub gant o brezel diabarzh broadel. Ar peurrest eus an impalaeriezh rusian a voe adaozet en Unaniezh Soviedel.
A bep tu e oa bet torfedoù-brezel lies ha garv.