Republik Poblel Ukrania
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Republik Poblel Ukrania (ukraineg: Українська Народна Республіка; ruseg: Украинская народная республика) a oa anezhi ur republik bet savet en Ukrania (bremañ "Ukraina") da heul Dispac'h Rusia e 1917 bet kaset da benn gant Symon Petliura ouzh he fenn.
Iskevrennad eus | state with limited recognition |
---|---|
Deiziad krouiñ | 7 Du 1917 |
Anv er yezh a orin | Українська Народна Республіка |
Anv berr | УНР, УНР |
Yezh ofisiel | ukraineg |
Kan broadel | Kan broadel Ukraina |
Kevandir | Europa |
Stad | Russian Republic |
Kêr-benn | Kyiv |
Located in the present-day administrative territorial entity | Ukraina, Rusia, Polonia, Belarus |
Daveennoù douaroniel | 50°27′0″N 30°30′0″E |
Renad politikel | parliamentary republic |
Office held by head of state | Chairman of the Directorate of Ukraine |
Penn ar Stad | Symon Petliura |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Head of the council of people’s ministers of the Ukrainian People’s Republic |
Penn an aotrouniezh | Vyacheslav Prokopovych |
Korf melestradurel | Council of People's Ministers |
Aotrouniezh | Directorate of Ukraine |
Korf lezenniñ | talvoud ebet |
Devezh-gouel | Q106806190 |
Moneiz | Ukrainian People's Republic currency 1917–1920, Ukrainian People's Republic currency 1918–1924 |
Raklec'hiet gant | Ukrainian State |
Heuliet gant | Ukraina, Ukrainian State, Republik Soviedel Ukraina |
Bet erlec'hiet gant | Ukraina |
Yezh implijet | ukraineg |
Deiziad divodañ | 18 Meu 1921 |
Testenn ar pennreolennoù | Constitution of the Ukrainian National Republic |
Banniel (deskrivadur) | Banniel Ukraina |
Ardamezioù | coat of arms of Ukraine |
Staliet e oa bet ar Rada Kreiz d'ar 17 a viz Meurzh 1917 nebeudig war-lerc'h ma oa bet kroget Dispac'h miz C'hwevrer gant an istorour brudet Mic'haylo Hroushevskiy da brezidant.
Da geñver an emgann e Kyiv etre ar re a save a-du gant Gouarnamant da-c'hortoz Rusia hag ar Volcheviked e savas a-du ar Rada Kreiz gant ar Volcheviked.
Goude ma oa bet skarzhet ar gouarnamant kent gantañ e oa bet disklêriet gant ar Rada Kreiz d'an 22 a viz Du 1917 ur republik emren en Ukrania ha kendalc'het e oa bet da gaout liammoù gant Rusia.
Goude un arsav berr un tuad bihan eus ar Volcheviked a savas Kuzul Soviedoù Holl-Ukrania e miz Kerzu 1917 o klask tapout ar galloud. C'hwitañ war o zaol a rejont avat ha tec'hel e rejont betek C'harkiv dre ma ne oa ket poblañs Kiev re domm ouzh ar Volcheviked hag eno e oa bet disklêriet gante Republik Soviedel Ukrania. Antreal a reas Arme Ruz Rusia en Ukrania evit reiñ harp d'ar Republik Soviedel nevez-se.
D'ar 25 a viz Genver 1918 e torras ar Rada Kreiz an holl liammoù gant Rusia ha disklêriañ a reas ur stad ukraniat emren. Nebeutoc'h evit ur miz war-lerc'h e kouezhas Kyiv etre daouarn an Arme Ruz.
Mont a reas ar Rada Kreiz da glask sikour digant broioù estren ha sinet e voe gantañ Feur-emglev Brest-Litovsk en ur vont war du Alamagn impalaerour. Skarzhet e voe ar Volcheviked diouzh Ukrania gant an Alamaned met deuet e oa ar Rada da goll fiziañs ar boblañs dre vras. Dismantret e voe ar Rada da vat gant an Alamaned d'an 29 a viz Ebrel 1918.
Staliet e voe e lec'h ar Rada ur gouarnamant mirour gant an Hetman Pavlo Skoropadsky ouzh e benn anvet an "Hetmanelezh", hag e lec'h Republik Poblel Ukrania e voe staliet "Stad Ukrania" (Ukrayins’ka derzhava).
Sevel a reas a-du an Hetmanelezh gant ar re c'halloudusañ hag ar re binvidikañ ha sikouret e voe gant an Alamaned ha diwar-se e savas luskad ar bartizaned gouerion o stourm a-enep d'ar gouarnamant hag a vac'he war ar re baourañ.
O welet e oa tost da vezañ kollet ar brezel gant Alamagn e tivizas an Hetmanelezh sevel ur gouarnamant nevez ennañ roueourion rusek evit gallout tizhout un emglev gant Rusia nann-volchevikour en dazont. Respont a reas sokialourion Ukrania dre zisklêriañ ur gouarnamant dispac'hel nevez anvet Renad Ukrania d'ar 14 a viz Du 1918.
Brud vat a c'hounezas ar Renad ha sevel a reas a du gantañ zoken darn eus Arme an Hetmanelezh ha gante e voe gronnet Kiev a yeas dindan o beli d'an 19 a viz Kerzu 1918.
E diwezh miz Kerzu e voe aloubet Ukrania gant ar Volcheviked ha d'an 22 a viz Genver 1919 e voe unanet ez-ofisiel ar Renad gant Republik Poblel Kornôg Ukrania hag e miz C'hwevrer e oa trec'h ar Volcheviked war gKiev.
A-hed 1919 e renas ar reuz en Ukrania keit ha ma klaske tapout ar galloud ar Volcheviked, ar Re Wenn, an Entente, Polonia, anarkourion, en o zouez Nestor Mac'hno... Met a-benn ar fin, e miz Meurzh 1921, e voe sinet un emglev oc'h ingalañ ar galloud war an takad etre Polonia, RSKS Rusia hag Ukrania.
Da heul an emglev-se e voe enbarzhiet Galitsia, gwechall rann hengounel eus kornôg Ukrania mui ul lodenn vras eus takad Volin e Polonia, tra ma oa enbarzhiet lodennoù kreiz, reter ha su Ukrania, enne meur a Rusiz ez-istorel, e Ukrania Soviedel.
Daoust ma oa bet ar Volcheviked trec'h war ar Renad dre vras e vane gantañ un nebeud bagadoù-stourm ha d'ar 21 a viz Here 1921 e voe argadet gantañ lec'hiennoù zo eus kreiz Ukrania ha d'ar 4 a viz Kerdu ec'h eas Korosten dindan e veli, eno meur a danvez milourel. D'ar 17 a viz Kerdu avat, e voe argadet gant ar varc'hegerion Volcheviked ha lakaet fin dezhañ da vat.
E 1922 en em unanas Ukrania Soviedel gant RSKS Rusia, RSS Bielorusia ha RSKS Treuzkaokazek ha krouet e oa bet da neuze an Unaniezh Soviedel.