E deroù an afer Fañch emañ hini Fañch Bernard[1], ur bugel ganet d'an 11 a viz Mae 2017 en ospital Kemper, hag e dud eus Rosporden, hag a oa bet nac'het outo anv-badez o mab, Fañch eta, dibabet ganto.

Kelc'hlizher 2014

kemmañ

Er Republik c'hall n'eur ket aotreet da lakaat tildenn ebet war an "n" er skridoù ofisiel, hervez kelc'h-lizher an 23 a viz Gouere 2014, ha n'eo ket bet sinet gant Ministr gall ar Justis, a oa Christiane Taubira neuze[2]. Er skrid ofisiel-se eo meneget ar sinoù diakritek aotreet er melestradur gall.

E Kemper

kemmañ

Goude nac'het an anv da gentañ gant implijad an ti-kêr[3], a rae diouzh ar reolenn voas, e voe asantet dezhañ goude, en ti-kêr, gant ur guzulierez, a reizhas an anv gant an dorn, en desped d'ar reolenn. Ar reizhadenn-se avat a voe nac'het adarre, gant prokulor ar Republik c'hall e Kemper, Thierry Lescoualc'h.

  • Nac'het e voe degemer an anv-bihan Fañch e ti-kêr Kemper[4],[5],[6],[7] gant Servij an Envel-tud.
  • Daoust da se, goude an trouz a oa bet, e oa bet aotreet an anv gant ti-kêr Kemper. Neuze ez eus bet kaoz e vije enebet ouzh an aotre gant prokulor ar republik met miz goude e oa tavet ar vrud[8].
  • E Gwengolo 2017 adarre he deus nac'het lez-varn Kemper asantiñ d'an anv Fañch[9],[10],[11],[12],[13],[14],[15].

[16]

Breizhad ar bloaz

kemmañ

N'eo ket bet meneget Fañch e-touez Bretoned ar bloaz 2017 gant kazetennoù pemdeziek Breizh : koulskoude en deus kaset brud ar brezhoneg pelloc'h egeto er bed : Iwerzhon, Rusia, El Salvador[17]Filipinez, Nigeria.

  • D'an 3 a viz Gouhere 2018 ec'h embannas ar ministr gall ne vije ket kemmet ar c'helc'hlizher a-enep an arouezioù diakritek nann-gallek[18].
  • Pennadoù e-leizh zo bet adarre e Miz Here 2018 war-zigarez ar prosez a oa d'al Lun 8 a viz Here 2018 da 2 eur 30 goude merenn e Lez-Engalv Roazhon.
  • D'al Lun 19 a viz Du e voe roet aotreet an anv Fañch gant al Lez-Engalv[24]. Saludet e voe gant Skoazell Vreizh evel un trec'h.
  • D'ar Gwener 23 a viz Du e voe embannet gant prokulor Roazhon e kase an afer dirak al Lez-Terriñ, a zo e Pariz.

Politikerezh

kemmañ

D'ar 16 a viz Here 2018 e kemenne ar gouarnamant gall e oa anvet Laurent Nuñez da sekretour-stad. Hennezh a oa bet anvet da brefed e 2010, hag anvet Nuñez neuze[25].
D'ar 16 a viz Here 2018 eo bet anvet Nunez (hep tildenn) er pemdezieg Le Monde[26] petra bennak ma oa anvet Nuñez e pajenn ofisiel ar gouarnamant[27].

D'ar 17 a viz Here, da greisteiz, e voe kemmet an anv Nuñez e Nunez war bajenn ofisiel ministrerezh an diabarzh gall[28] ha kemend-all war-dro 7 e goude kreisteiz e lec'hienn ar gouarnamant.

Goulennet en deus ar c'hannad Paul Molac, en ur c'hinnig lezenn, ma vije degemeret an arouezioù evel an ñ evit skrivañ anvioù-familh pe anvioù-bihan[29] met daoust ma voe votet e zanvez-lezenn[30], n'eo ket bet lakaet da dalvezout c'hoazh.

E 2019

kemmañ

Here 2019

kemmañ

Goude barn lez-galv Roazhon, ha graet reked gant prokulor Roazhon dirak lez-terriñ Pariz, setu diskaret e reked. Trec'h e oa tud Fañch eta[31].

Met n'eo ket evel-se e soñje prokulor Brest: dezhañ e oa torret e reked a-enep Fañch Bernard, met bepred e chom ar c'helc'hlizher, ha bepred eo nac'het an dildenn[32].

Du 2019

kemmañ

Diouzhtu goude ar varnadenn e oa bet un eil "afer Fañch". D'an 18 a viz Du 2019 e oa ganet ur Fañch all e Montroulez. Ma voe kaset d'ar c'houblad ul lizher gant ar prokulor Jean-Philippe Récappé da gemenn dezho ne c'helled ket degemer an anv Fañch gant ñ evit o bugel nevez-ganet[33].

E 2020

kemmañ

E Pabu, en ospital Gwengamp, e miz Ebrel 2020, e oa ganet ur bugel anvet Awen Fañch, nac'het an dildenn en e anv adarre[34],[35].

E 2023

kemmañ

En Oriant, e miz Even 2023, eo bet enrollet gant ti-kêr an Oriant ur bugel anvet Fañch, gant an dildenn[36]. Tri miz goude e tihune ar prokulor Kelenberger, hejet marteze gant e vinistr, da lakaat berzh adarre war an dildenn.

E 2024

kemmañ

En Angers ez eus bet ganet ur Fañchig all, ha mennet ar prokulor da zidogañ an n diwar e anv[37] [38].[39][40].[41].

Kemenn a ra prezidant ar ranvvro ez eo ur feulster nac'h an anv Fañch [42].

Lezennoù

kemmañ

Gwerz Fañchig Kemper[45] zo ur werz a zo bet savet d'ar bugel gant Mark Kerrain[46].

Pennad kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Anv meneget gant Fañch Broudig en e vlog.
  2. Kelc'hlizher Taubira, eus an 23 a viz Gouhere 2014.
  3. The Local, 15 a viz Mae 2017 : [1]
  4. Ouest-France, 15 a viz Mae 2017.
  5. La République des Pyrénées enlinenn.
  6. FranceSoir enlinenn.
  7. The Local : 15 a viz Mae 2017
  8. http://www.ouest-france.fr/bretagne/quimper-29000/quimper-le-n-tilde-de-fanch-convoque-au-tribunal-5142227
  9. E Le Parisien: [2]
  10. E Europe 1 : [ https://web.archive.org/web/20170913184055/http://www.europe1.fr/societe/quimper-la-justice-refuse-le-prenom-breton-fanch-avec-le-tilde-3435377]
  11. E France Info : [3]
  12. E Ouest-France : [4]
  13. E Sud Ouest : [5]
  14. E Huffington Post :[6]
  15. E Le Télégramme : [7]
  16. E Corriere de la Sera
  17. Pennad e-barzh El Mundo, kazetenn eus El Salvador d'an 13 a viz Gwengolo 2017 : [8]
  18. Pennad e Ouest-France an 3 a viz Gouhere 2018
  19. Pennad gallek e BFMTV da 5e50
  20. Pennad italianek en Affaritaliani da greisteiz
  21. Pennad en Télégramme
  22. Pennad e France Bleu Kemper.
  23. Pennad e La Nacion, pemdeziek eus Buenos Aires
  24. Cour d'appel de Rennes - Arrêt du 19 novembre 2018
  25. Pennad eus ar JO
  26. Pennad eus Le Monde : Le Monde, 16/10/2018
  27. E lec'hienn ar gouarnamant gall d'ar 17 Here da 17e11.
  28. D'ar 17 a viz Here da greisteiz e voe kemmet an anv nuñez e Nunez
  29. France 3, 15/01/2020
  30. Les Infos du Pays Gallo, 14/02/2020
  31. pennad france bleu, 17 Here 2019
  32. France-Bleu : prokulor
  33. Ouest-France Montroulez 29/11/2019
  34. Pennad eus OF
  35. FR3
  36. « Ça a fait le tour politique de la Bretagne » : le maire de Lorient valide le prénom Fañch, Ouest-France, 23 a viz Even 2023
  37. E-20 minutes
  38. E Ouest-France pays-de-la-loire
  39. Huffington Post.
  40. France3 Pays de la Loire
  41. https://www.lanouvellerepublique.fr/maine-et-loire/ils-prenomment-leur-bebe-fanch-des-parents-sont-convoques-devant-la-justice La Nouvelle République].
  42. https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/le-prenom-fanch-a-nouveau-devant-la-justice-le-president-de-la-region-bretagne-denonce-une-violence-sociale-inadmissible-2902826.html France3 Bretagne
  43. Gallica
  44. Legifrance
  45. Ar skrid
  46. Kanet gant studierien Mervent e Kemper, d'ar Gwener 9 a viz Mezheven 2017