Derc'hen
Derc'hen zo un anv-badez brezhonek a orin henvrezhonek.
Orin Aozañ
Dont a ra eus an henvrezhoneg deru "derv", ha gen "gouenn", "lignez".
Meneget eo dindan ar stumm Dergen e 903 e diellevr Redon da envel unan eus pemp mab roue Breizh a oa Alan Iañ e anv d'ar mare-se : Pascuuethan et Dergen et Budic, filii ejus "Paskwezhen, Derc'hen ha Budig, e vibien".
Dergen zo deuet da vezañ Derc'hen, pe Derrien, ar stumm nemetañ a gaver e galleg, eo hendad lignez Elven hag an Argoed.
Adstumm Aozañ
- Derrien eo ar stumm anavezetañ, evel anv-tiegezh hag en anvioù-lec'hioù, evel ar Roc'h-Derrien.
Tud Aozañ
- Sant Derc'hen.
- Derc'hen Coster, aktour belgiat
Anv-badez berzet Aozañ
E miz Eost 2017 e voe nac'het degemer an anv gant ti-kêr Roazhon ha prokulor ar republik[1].