Claude
Wikimedia:Disheñvelout
Claude zo un anv-badez gallek deuet eus an anv latin Claudius, hag a zo bet diouzh ar c'hiz ken-ha-ken en XXvet kantved. Roet e vez d'ar baotred koulz ha d'ar merc'hed.
Gerdarzh
kemmañLod a lavar e talvez kamm, eus ar ger latin claudus, met claudus ha Claudius zo un tammig disheñvel.
Stummoù all
kemmañClaudine ha Claudette zo anvioù deveret. Anaout a reer ivez an anvioù-badez kevrennek Jean-Claude, Marie-Claude ha Anne-Claude.
Yezhoù all
kemmañBrezhonekaet eo bet dindan ar stummoù Klaoda pe Glaoda.
Claudio eo an anv italianek roet d'ar baotred, ha Claudia d'ar merc'hed.
Sent
kemmañ- Glaoda Besançon, eskob Besançon er VIvet kantved, (lidet d'ar 6 a viz Mezheven)
- Saint Claude de la Colombière
Tud all
kemmañAnv-badez
kemmañHeñvelanvioù
kemmañMerc'hed
kemmañ- Claude Cahun (1894-1954), luc'hskendennerez ha skrivagnerez
- Claude de France, pe Klaoda Bro-C'hall (1499-1524), merc'h henañ Anna Breizh, a zeuas da vout rouanez Bro-C'hall pa zimezas gant ar roue gall Frañsez Iañ, ha dukez Breizh
- Claude de France (1547-1575), merc'h ar roue gall Herri II ha Caterina de' Medici
- Claude Jade (1948-2006), aktourez c'hall
- Claude Pompidou, gwreg Georges Pompidou, prezidant ar Pempvet Republik C'hall eus 1969 da 1974.
- Claude Chirac, merc'h Jacques Chirac, prezidant ar Vvet Republik C'hall eus 1997 da 2007.
- Madame Claude, houlierez c'hall en XXvet kantved
Paotred
kemmañ- Claude Criquielion (1957-2015), marc'hhouarner
- Claude Sterckx, keltiegour
- Claude de Percin de Montgaillard (1631-1701), ofiser
- Claude Cillart de Kerampoul (1686-1749), beleg ha geriadurour brezhonek
- Claude Champaud, kelenner war ar gwir ha politikour
- Claude Auclair (1943-1990), aozer bannoù-treset
- Claude Evin (g. e 1949), politikour
- Claude-Michel Schönberg (g. e 1944), aktor, kaner, saver kanaouennoù ha sonaozer
- Claude Michel (g. e 1971), melldroader
- Claude de Lorraine (1496-1550), dug Guise
- Claude d'Abbeville († 1632) (lesanv Clément Foullon), istorour
- Claude Angeli (1931 - ), kazetenner
- Claude Bébéar, arc'hantour
- Claude Brasseur, aktour
- Claude Chabrol (1930-2010), filmaozer
- Claude Debussy, sonaozour
- Claude François, kaner
- Claude Gellée, livour lorenat
- Claude Goasguen, politikour parizian a orin breizhat
- Claude Heymann (1907-1994), filmaozer, romantour ha saver senario
- Claude Le Petit (1638-1662), barzh likaouer
- Claude Lévi-Strauss, tudoniour
- Claude Makelele (g. e 1973), melldroader
- Claude Monet, livour
- Claude Rich, aktour
- Claude Sautet, filmaozer
Anv-tiegezh
kemmañ- Albert Claude (1899 -1983) medisin belgiat, priz Nobel
- Georges Claude (1870-1960), kimiour gall
- Jean Claude (1619-1687), ministr protestant gall
- Monsieur Claude (1807-1880), poliser gall, e penn ar Surentez dindan an Eil Impalaeriezh c'hall. Dianav eo e anv-badez.
Lennegezh
kemmañ- Claude Frollo, unan eus penntudennoù romant Victor Hugo, Notre-Dame de Paris. Diwar e benn e kaver ar fentigell latin-mañ: Claudius cum claudo ! Da lavarout eo: Claude gant an hini kamm, hag an tort Quasimodo eo an hini kamm.
- Claudine, penntudenn meur a romant gallek gant Colette.
- Claude, romant Geneviève Fauconnier, Priz Femina e 1933
Lec'hioù
kemmañ- Saint-Claude, kumun eus Guadeloupe
- Saint-Claude, kumun eus Jura, kêrbenn ar c'hornioù-butun.