Ar priz Femina zo ur priz lennegel gall a voe krouet e Pariz e 1904 gant 22 genlabourez eus ar gelaouenn La Vie heureuse ha skoazellet gant ar gelaouenn Femina evit loreañ un oberenn c'hall (romant pe barzhoniezh) bep bloaz. Ar varzhez c'hall Anna de Noailles a oa e penn. Savet e voe evit keveziñ ouzh ar priz Goncourt hag a roe ar priz da baotred an aliesañ[1].

Er juri ez eus merc'hed hepken, ha roet e vez d'ar merc'her kentañ e miz Du en hôtel de Crillon, Pariz.

Istor ar prix

kemmañ

Da gentañ e oa bet anvet Prix Vie heureuse, abalamour ma oa aozet gant ar gelaouenn evit ar merc'hed La Vie heureuse, embannet gant Hachette, roet e voe ar wech kentañ d'ar 4 a viz Kerzu 1904, gant ur juri a 20 maouez (div wech muioc'h eget paotred juri ar Priz Goncourt)[2]. Ouzhpenn Anna de Noailles, e oa anvet Myriam Harry, Caroline de Broutelles (renerezh ar gazetenn), Itron Alphonse Daudet, Jeanne Nette dimezet gant Catulle Mendès, Itron Lucie Faure dimezet gant Georges Goyau, Séverine, Juliette Adam... Er bloavezhioù 1920 e cheñchas anv hag e koazhas ar juri da 12 ezel[3].

Ar juri

kemmañ

Izili ar juri a zo (hiziv an deiz) :

Ken bras ma oa ar gevaezerezh etre juri ar Priz Femina ha juri ar priz Goncourt, evit gouzout piv a ginnigfe da gentañ an hini a gouneze, ez eus bet ur c'hen-emglev etrezo. A bep eil e vez kinniget al levr en deus gounezet[5].

Loreidi ar priz Femina

kemmañ

Priz ebet e 1914, 1915 ha 1916

Priz ebet e 1940, 1941, 1942 ha 1943.

Liammoù diabarzh

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Lec'hienn République des lettres
  2. Prezegenn evit 100 bloaz ar Femina
  3. Discours pour les 100 ans du Femina
  4. [1]
  5. [lieuhttp://tempsreel.nouvelobs.com/actualites/20041103.OBS0648/ Article du Nouvel Obs]