Marie NDiaye

skrivagnerez gallek

Marie NDiaye zo ur skrivagnerez c'hallek ganet d'ar 4 a viz Even 1967 e Pithiviers (Bro-C'hall).

Marie NDiaye e miz Even 2009

Embannet e voe he levr kentañ pa oa 17 vloaz. Graet he deus studioù war ar yezhoniezh ha gounezet ur skoaziad da vont da dremen ur bloavezh er Villa Medici e Roma.

Skrivañ a ra romantoù, danevelloù ha pezhioù-c'hoari. En hec'h oberennoù e teskriv alies un aergelc'h kevrinus ha hud (La Femme changée en bûche, La Sorcière) ha diaester an darempredoù er familh (Rosie Carpe, Trois femmes puissantes).

Ar priz Femina he deus bet e 2001 hag ar priz Goncourt e 2009.

Rendael a savas e Bro-C'hall e 2009 diwar he c'homzoù, embannet er gelaouenn Les Inrockuptibles, ma tisklêrie he doa kavet gwelloc'h mont da chom da Verlin gant he gwaz hag he zri bugel kentoc'h eget bevañ dindan politikerezh Nicolas Sarkozy.

Oberennoù

kemmañ

Romantoù ha danevelloù

kemmañ
  • Quant au riche avenir, 1985
  • Comédie classique, 1988
  • La femme changée en bûche, 1989
  • En famille, 1991
  • Un temps de saison, 1994
  • La Sorcière, 1996
  • La naufragée, 1999
  • Rosie Carpe, 2001 (Priz Femina)
  • Tous mes amis, 2004
  • Autoportrait en vert, 2005
  • Mon cœur à l'étroit, 2007
  • Trois Femmes puissantes, 2009 (Priz Goncourt)

C'hoariva

kemmañ
  • Hilda, 1999
  • Papa doit manger, 2003
  • Rien d'humain, 2004
  • Les serpents, 2004