Claude Le Petit
Claude Le Petit (Pariz, 1638-1662) zo ur skrivagner libertin gall.
E vuhez
kemmañGanet e oa e Pariz. Kemener e oa e dad. E studioù a reas e n ur c'holaj dalc'het gant Kompagnunezh Jezuz. Kuit ez eas eus ar skol goude bet bazhadoù. Tabut en doe gant ur manac'h. Kuzhat a reas en un iliz, evit e gontellata. Tec'hel a rankas, ha beajiñ da Spagn hag Italia, da Vohemia, Aostria, Hungaria, Izelvroioù ha Bro-Saoz, ma tremenas seizh vloaz a-raok distreiñ da Vro-C'hall. Neuze e studias ar gwir hag e vevas eus skrivañ en ur ren ur vuhez diroll.
Lavaret e voe e voe kastizet garv abalamour d'ar pezh a skrive diwar-benn karantezioù ar roue gall Loeiz XIII gant paotred yaouank ha re ar rouanez Anna Aostria gant ar c'hardinal Giulio Mazzarini.
Sevel a reas Paris ridicule, un oberenn a voe diskleriet d'ar justis. Gwashoc'h a voe kavet en e di. Kondaonet e voe d'ar marv ha devet e voe en 1662.
E-touez testoù e varv e oa ar barzh parizian Guillaume Colletet ( 1598 - 1559), a voe ezel eus Akademiezh Bro-C'hall.
Div varzhoneg
kemmañ
Sonnet foutatif[1] Foutre du cul, foutre du con, |
Virelay[2] Si la fille point ne fille, |
Goude e varv
kemmañE 1663 e voe embannet e Leiden ar Bordel des Muses. A-raok e varv en devoa kaset ar barzh un dornskrid d'ur mignon dezhañ, ar baron Schildebeck. Hag ar baron en devoa kaset an dornskrid d'ur mouler. Ur skouerenn a oa e Levraoueg vroadel Bro-C'hall, renket hag anvet Ye 4920.
Da goll ez eas al levr en XIXvet kantved. E 1910 avat e voe embannet Œuvres libertines Claude Le Petit, gant Frédéric Lachèvre, ha graet 200 skouerenn anezho.
Levrlennadur
kemmañ- P. L. Jacob. Paris ridicule et burlesque au dix-septième siècle. Nouv. éd. rev. et cor. avec des notes, par P.L. Jacob. París, A. Delahays, 1859.
- Frédéric Lachèvre (éd.),
- Les œuvres libertines de Claude Le Petit, parisien, brûlé le 1er septembre 1662, Paris, Honoré Champion, 1918 (Genève, Slatkine reprints, 1968.) [Ennañ : L’Escole de l’Interest et l’Université d’Amour ; L’Heure du berger, demy-roman comique ou roman demy-comique ; Le Bordel des Muses ou les neuf pucelles putains ; Paris ridicule ; Madrid ridicule].
- Claude Le Petit et la Muse de la cour (1er septembre-28 octobre 1657), Pariz, Honoré Champion, 1922.
- Pascal Pia, « Bordel des Muses (Le) » in Dictionnaire des œuvres érotiques, Paris, (Mercure de France, Paris, 1971) Robert Laffont, coll. "Bouquins", 2001.
- Jean-Pierre Cavaillé, L’Antre des nymphes, Toulouse, Anacharsis, 2004. [Contient trois textes de François La Mothe Le Vayer, Adrien de Monluc et Claude Le Petit.] ISBN 2-914777-13-2.