Colette zo un anv-badez gallek, da c'hoarvez eus berradur Nicolette, deuet eus Nicole, hag a oa diouzh ar c'hiz en hanterenn gentañ an XXvet kantved.

Un anv-tiegezh eo ivez.

Stummoù all

kemmañ
  • Collette, anv-tiegezh gallek ha saoznek
  • Collett, anv-tiegezh saoznek a gaver ivez e Norvegia
  • Coletta, diwar Nicoletta, anv-badez italianek.

Lesanv :

  • Colette, anv-pluenn Sidonie-Gabrielle Colette (1873-1954), skrivagnerez c'hallek. Hec'h anv-tiegezh eo he doa kemeret da anv-pluenn.