Claude Sterckx a zo ur c'heltiegour belgiat.

Red buhez

kemmañ

Un aotreegezh war Istor an Henamzer en deus. Doktor war ar Filozofiezh hag al Lizhiri eus an ULB (Université Libre de Bruxelles) eo. Tremenet en deus ur vestroniezh war ar studioù keltiek e Skol-veur Roazhon 2 ivez.

"Mestr a gentelioù" eo en ULB abaoe 1989. Kelenner eo abaoe 1993 e "Faculté Ouverte des Religions et des Humanismes Laïques" e Charleroi. Dean ar rann skol-veur-se eo. Kinnig a ra bep bloaz ur rummad kentelioù war ar Yezhoù ha Sevenadurioù Kelt en Institut des Hautes Études de Belgique.

Prezidant Kevredigezh Velgiat ar Studioù Keltiek eo abaoe 1987 ha rener Ollodagos he c'helaouenn abaoe 1988. Prezidant bodad " Études celtologiques et comparatives " an FNRS (Fonds National de la Recherche Scientifique) eo abaoe 1988.

Prezidant Komite Etrebroadel Gwarez ar Brezhoneg eo abaoe 1994.

Studiañ a ra Claude Sterckx dreist-holl mitologiezh ar Gelted rakkristen hag ar roudoù lezet ganti en hengounioù deuet war he lerc'h, re broioù keltiek ar Grennamzer peurgetket.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2006.

Oberennoù

kemmañ
  • La tête et les seins, Sarrebruck, Homo et Religio, 1981 (Forschungen zur Anthropologie und Religionsgeschichte, 6)
  • Éléments de cosmogonie celtique, Bruxelles, Éditions de l’Université de Bruxelles, 1986, (ISBN 2-8004-0900-2)
  • Les dieux protéens des Celtes et des Indo-Européens, Bruxelles, S.B.E.C., 1994
  • Dieux d’eau : Apollons celtes et gaulois, Bruxelles, S.B.E.C., 1996
  • Essai de dictionnaire des dieux, héros, mythes et légendes des Celtes (vol. 1), Bruxelles, S.B.E.C., 1998
  • Sangliers Père & Fils : rites, mythes et dieux celtes du porc et du sanglier, Bruxelles, S.B.E.C., 1998
  • Des dieux et des oiseaux. Réflexions sur l’ornitomorphisme de quelques dieux celtes, Bruxelles, S.B.E.C., 2000
  • Mythologie du monde celte, Marabout, Paris, 2009, (ISBN 978-2-501-05410-2)

Mammennoù

kemmañ

Savet eo bet ar pennad-mañ diwar hini ar wikipedia gallek, n'eo ket resis a-walc'h ha traoù zo a c'hell bezañ diamzeret.