Apollodoros Ac'harnai

Apollodoros Ac'harnai (eus Ἀπολλόδωρος, Apollodōros, hag Αχαρναἰ Acharnai e gregach) a oa ur Gresian pinvidik er IVvet kantved kent JK. Ganet e oa bet e 394 kent JK en Ac'harnai en Attika. Anavezet eo a-drugarez da brezegennoù savet gant Demosthenes d'o distagañ el lezioù-barn.

Pevar bloaz warn-ugent e oa pa varvas e dad, ar banker Pasion, e 370 kent JK[1]. Goude marv Pasion ec'h addimezas e intañvez gant Formion, ur frankiziad da b-Pasion, hag e varvas e 360 kent JK. Dont a reas Formion da vezañ kulator he mab yaouankañ, Pasikles.

E 350 kent JK e prosezas Apollodoros ouzh Formion. Skrivet e oa bet ar brezegenn difenn, Evit Phormion, gant Demosthenes. D'ar mare-se e oa Apollodoros arc'hon eponymos en Aten[2] Redek a reas ar vrud e oa bet roet ar brezegenn-se da lenn da Apollodoros kent ar prosez.[3]. Apollodoros a brosezas ouzh an testoù o doa roet harp da Formion da-c'houde. Demosthenes a skrivas evit Apollodoros an div brezegenn anvet Diwar-benn ar gurunenn.

Kalz prosezioù en doa Apollodoros, ha Demosthenes a skrivas ar prezegennoù evitañ evit ar braz anezhe. An diwezhañ anezhe, a-enep Neaira, ur gourtizanez, a c'hallfe bezañ bet skrivet e 340 kent J.-K..

Pinvidik-kenañ e oa Apollodoros ha kaset en doa da benn liturgiezh an drierarkiezh dre ziv wezh, d'ur mare ma oa divoas d'un den e-unan kemer ar garg-se abalamour d'an dispign bras-kenañ a veze evitañ da-heul[4].

notennoù

kemmañ
  1. Demosthenes Evit Formion.
  2. Diodoros Sikilia 16.46.
  3. Aiskines, Diwar-benn an dileuriadenn 165; Plutarkos Demosthenes 15.
  4. Demosthenes A-enep Polikles, A-enep Nikostratos.