An Aotrou Kerlaban
An Aotrou Kerlaban zo ur pezh-c'hoari brezhonek bet embannet e 1922 gant Yann-Vari Perrot, diwar ar pezh Monsieur de Pourceaugnac gant Molière.
Gant c'hoarierien ar Bleun-Brug e voe displeget evit ar wech kentañ.
Politikerezh
kemmañMennozhioù politikel zo displeget er pezh, evel en eil diviz an trede arvest :
Kerlaban. — Petra o deus graet ar C'hallaoued d'ezo 'ta ?
Jilig. — Asa ! daoust ha ne gemeront ket ac'hanomp-ni evit tud diwarlerc'h ? Daoust ha n'emaint ket atao gant o galleg hag o galleg hag i, evel ma ne vefe nemet o yez o talvezout eun dra bennak ? Ken na lezint gant ar brezoneg, en hor bro, ar renk a zo dleet d'ezan da gaout, ar Vretoned ne vezint ket evit o gouzanv : Pep lapous e gan ha pep pobl he yez, n'eo ket gwir ? Evidon-me, hen asur d'eoc'h, a gren evidoc'h hag edoug va buhez e tougfen kaonv d'eoc'h m'ho kwelfen o tistribilha ouz ar post-kroug, an avel ouz ho kas, du-man, du-ze, a bep kostez !