Aotrounez an noz
E mitologiezh Mezoamerika e reer Aotrounez an noz (e nahouatleg klasel Yoalteuctin) eus ur strollad nav doue hag a rene war pep a noz resis, pep nav noz, e stumm ur c'helc'hiad eus ar c'halander. Kevredet e oa pep aotrou gant ur blanedenn, mat pe fall, a oa ur seblant evit an noz a oa renet gante[1].
Aotrounez an noz er C'hodex Borgia |
---|
Bukit war ur skeudenn da welet anv an doue ; lod zo liammet gant ur pennad. |
|
Anavet eo aotrounez an noz e Kalander an Azteked koulz hag e hini ar Vayaed, daoust ma n'anavezer ket anvioù resis Aotrounez an noz e mayaeg[2].
Ar glifoù a glot gant Aotrounez an noz zo anavezet hag ar vayaourien o deus badezet anezhe gant lizherennoù a grog gant G, eus G1 da G9. Peurliesañ e vez implijet ar glifoù-se gant ur glif all anvet F. An aotrou eus an noz maya nemetañ zo bet anavezet eo an doue G9, Pauahtun[3][4].
Dizoloet e oa ar c'helc'hiad nav noz-se e kalanderioù Mezoamerika e 1904 gant Eduard Seler. Anavout a reomp anvioù doueed an noz an Azteked abalamour ma'zint displeget er C'hodex Telleriano-Remensis hag er C'hodex Tudela. Hervez Seler e klote pep hini eus an nav aotrou gant unan eus an nav live eus ar bed dindandouar hag e renent an eurioù a glote e-pad an noz. Peurvuiañ n'eo ket bet degemeret ar soñj-se, rak ar prouennoù a laka unan da soñjal e oa renet an noz a-bezh gant aotrou un noz resis[5]. Hervez Zelia Nuttall, nav aotrou an noz a arouezie an nav loar eus ar bloaz loarel[6]. Liammet e oa kelc'hiad an nav aotrou ouzh ar c'halander lidek mezoamerikan, ennañ 260 deiz ha noz, a yae d'e ober 29 rummad eus nav noz pep hini, hag ivez, well-wazh, 9 loariad eus 29 deiz.
An nav aotrou eus an noz e sevenadur an Azteked zo[5] :
- Xiuhtecuhtli ("aotrou maen-turkez/bloaz/tan")
- Tezcatlipoca ("Melezour a zivoged")
- Piltzintecuhtli ("Aotrou priñs")
- Centeotl ("Doue ar maiz")
- Mictlantecuhtli ("Aotrou ar bed dindandouar")
- Chalchiuhtlicue ("Jad eo he brozh")
- Tlazolteotl ("doue(ez) al loustoni")
- Tepeyollotl ("Kalon menez")
- Tlaloc (doue ar glav)
Notennoù
kemmañ- ↑ Anthony F. Aveni, Skywatchers: A Revised and Updated Version of Skywatchers of Ancient Mexico, University of Texas Press, 2001, pp. 156-57
- ↑ Gabrielle Vail, Christine L. Hernández, Astronomers, Scribes, and Priests: Intellectual Interchange Between the Northern Maya Lowlands and Highland Mexico in the Late Postclassic Period, Harvard University Press, 2010, p. 291
- ↑ Lynn V. Foster, 2005, Handbook to Life in the Ancient Maya World, Oxford University Press. p. 259
- ↑ diviz diwar-benn doueed an noz e Pauahtun diellaouet eno
- ↑ 5,0 ha5,1 Elizabeth Hill Boone, Cycles of Time and Meaning in the Mexican Books of Fate, University of Texas Press, 2007, pp. 44-45
- ↑ Zelia Nuttall, "The Periodical Adjustments of the Ancient Mexican Calendar", American Anthropologist, New Series, VI/4, pp. 486-500