An aotrou Bimbochet e Breiz

An aotrou Bimbochet e Breiz zo ur romant brezhonek gant Roparz Hemon, embannet e miz Eost 1927 e Brest.

Pajenn gentañ golo al levr
bet adembannet e 1942.

Kentañ romant Roparz Hemon ez eo ; kroget e oa bet an embannadur anezhañ er gelaouenn Gwalarn er bloavezh 1925, dindan stumm un heuliad.

Ar rannbennadoù

kemmañ

Ma ne gonter ket ar C'hentskrid d'an eil mouladur ez eo rannet doare 1942 etre pevarzek rannbennad :

  • An Aotrou BIMBOCHET e BREIZH,
  • MARC'HEKADENN BIMBOCHOMAROS,
  • Dihun Bimbochomaros,
  • Adaqi,
  • Leñverezed Koad an Noz,
  • Ar Maen-Aberz,
  • Merc'h Gerlabanos dianket,
  • An tec'h war-du ar mor,
  • Boueterien al Loar,
  • Gweledigezh an teir Enezenn,
  • Poblad ouez an Douristiked,
  • Harzoù ar vro villiget,
  • Kimiad,
  • DOUE D'E BARDONO.

Istor An aotrou Bimbochet e Breiz

kemmañ

Emaomp er bloavezh 2125, Breizh a zo ur vro dieub. Degemeret eo an aotrou Bimbochet, kelenner e Skol-veur Rouan (Bro-C'hall), gant ar vreizhadez Donalda Kerlaban hag he zad : dont a ra ar Gall da Vrest d'ober ur brezegenn, « Eun Damskeud eus Istor Bro-C'hall betek bloavezhioù kentañ an XXII-vet kantved. » an danvez anezhi. An den a zo bamet o welet penaos e c'haller bevañ hep ar spered gall.

Levrlennadur

kemmañ
  • An Aotrou Bimbochet e Breiz, Lodenn 4 Levraoueg Gwalarn, Roparz Hemon, Brest, embannadur Gwalarn Moulerez (102 pajenn), 11 a viz Eost 1927[1]
  • An Aotrou BIMBOCHET e BREIZH, Brest, Skridoù Breizh (128 pajenn), 1942[2]
  • An Aotrou Bimbochet e Breizh, Lesneven, adembannadur gant Hor Yezh, 1añ a viz Gouere 1990[3]

Liammoù diavaez

kemmañ

Google Books

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. [1] "Lec'hienn ar BNF "
  2. [2] "Celtic Culture: Aberdeen breviary-celticism gant John T. Koch "
  3. [3] "Celtic Culture: Aberdeen breviary-celticism gant John T. Koch "