Tog-tric'hornek
Un tog-tric'hornek zo un tog dezhañ tri c'horn hag a zo bet diouzh ar c'hiz en Europa an XVIIIvet kantved, betek bezañ arouez ar c'hantved.

IstorAozañ
War wel eo deuet war-dro 1690 gant soudarded war varc'h an Dispac'h saoz. Togoù gant erien ledan o doa, hag a gouezhe pa vezent gleb, ma ne welent netra, pezh a veze dañjerus. Neuze o doa savet an erien d'ober tri c'horn.
Ne oant ket ar re gentañ o sevel erien o zog. Kemend-all a veze graet gant mouskederien armeoù Europa a save un tu eus an erien a-raok dibenn an XVIIIvet kantved, pe an tu a-raok, pe un tu war ar c'hostez.
Ar soudarded eta a reas brud an tog-tric'hornek. met ne voe ket graet degemer kaer dezhañ en holl vroioù.
SpagnAozañ
E Spagn, e 1766, e fellas d'ar ministr Leopoldo de Gregorio, markiz Esquilache, rediañ ar wazed da wiskañ an tog-tric'hornek evit ma vije dilezet ar sombrero redondo hag ar gapenn vras a roe tu da guzhat an dremm. Emsavadeg a voe a-enep dezhañ ma rankas ar roue kas e vinistr kuit ha tennañ e lezenn. Gwelout er Wikipedia saoznek.
Un tog-tric'hornek a vez gant ar Guardia Civil.
NotennoùAozañ
Pennadoù karAozañ
PoltredoùAozañ
Emboltred gant al livour saoz Thomas Gainsborough e 1754.
Ar briñsez prus Anna Amalie (1723-1787) livet gant Antoine Pesne. C'hoar e oa da roue Prus, Friedrich II .