Stan Laurel

Arthur Stanley Jefferson

Stan Laurel e-tro 1920.
Stan Laurel e-tro 1920.

Lesanv(ioù) Stan Laurel
Ganedigezh 16 a viz Even 1890, Ulverston, Lancashire, Bro-Saoz
Broadelezh Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Micher(ioù) aktour, skrivagner, filmaozour
Internet http://www.laurel-and-hardy.com/

Stan Laurel ganet Arthur Stanley Jefferson, d'ar 16 a viz Even 1890 ha marvet d'an 23 a viz C'hwevrer 1965 a oa un aktour fent, ur skrivagner ha filmaozour Saoz. Brudet e voe dreist-holl dre e daouad fentus Laurel and Hardy gant Oliver Hardy (1892-1957). Bez e voe o c'hoari e-barzh 107 film-berr, film hir gant e genseurt.

Laurel and Hardy er film The Flying Deuces e 1939.

MarvAozañ

Laurel a oa butuner sot betek paouez gant an tech-se tro 1960. e miz Genver 1965, ez eas da dremen skinoù-x evit ur bilimadur eus lodenn uhel e genoù. Mervel a reas d'an 23 a viz C'hwevrer 1965, oadet a 74 vloaz, pevar devezh goude bezañ bet tapet gant un taol-kalon (d'an 19 a viz C'hwevrer).

Nebeut munutennoù a-raok mont da anaon, Laurel a zisklêrie d'e infirmiourez ne vije ket bet a-enep mont da skiañ raktal. Souezet ar vaouez a responte dezhañ ne ouie ket e oa eñ danvez skier. "N'on ket," a respontas, "Met gwelloc'h e vefen oc'h en ober evit ar pezh a reomp!" Nebeut munutennoù war-lerc'h, an infirmiourez a daole ur sell warnañ met marvet e oa sioul en e gador-ruilh.