Sant-Nikolaz-ar-Pelem

kumun Aodoù-an-Arvor
Evit an anvioù all gant Sant-Nikolaz, gwelet Sant-Nikolaz (disheñvelout).


Sant-Nikolaz-ar-Pelem a zo ur gumun eus Breizh, e Kernev, bet penn kanton betek 2015, en Aodoù-an-Arvor. Kêriadenn Botoa a zo stag outi.

Sant-Nikolaz-ar-Pelem
Plasenn ar C'hreiz-kêr.
Plasenn ar C'hreiz-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Nicolas-du-Pélem
Bro istorel Kernev
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton S.-Nikolaz-ar-Pelem (betek 2015)
Rostrenenn (abaoe 2015)
Kod kumun 22321
Kod post 22480
Maer
Amzer gefridi
Daniel Le Caër[1]
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kreiz-Breizh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn web http://www.stnicolasdupelem.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 555 ann. (2020)[2]
Stankter 38 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 18′ 50″ Norzh
3° 09′ 47″ Kornôg
/ 48.3138888889, -3.16305555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 170 m
bihanañ 139 m — brasañ 291 m
Gorread 41,04 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Nikolaz-ar-Pelem

Ardamezioù kemmañ

  "en arc'hant, e sourin en gul, karget gant teir mailhenn en aour"

Tiegezh Pelem (XVIvet kantved)

NB: fazius eo an dresadenn: ar mailhennoù a dlefe bezan hervez ar sourin; gwelout Plouvalae)

Brezhoneg kemmañ

Ar Brezoneg er Skol kemmañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].

Istor kemmañ

Dispac'h Gall kemmañ

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Botoha e 1790 diwar ar barrez katolik ha lakaet e voe da benn-kanton[4]

XIXvet kantved kemmañ

  • 1836: Sant-Nikolaz a voe lakaet da benn ar gumun[5].

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • 167 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,10% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].

Eil Brezel-bed kemmañ

  • Kemeret e voe 170 000 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 14 a viz Ebrel 1944, hag argant kef an ti-post d’an 22 a viz Ebrel 1944, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[7].
  • D'ar 1añ a viz Mae 1944 e voe manifestet gant ur c’hant bennak a dud o kanal La Marseillaise er vourc’h[8].
  • Mervel a reas 33 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[9].

Trevadennoù kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Douaroniezh kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Darempredoù etrebroadel kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Bro Kêr Abaoe
  Polonia Rzgow 1990
  Iwerzhon Baile an Mhuilinn 2005

Tud kemmañ

Tud ganet eno kemmañ

Tud marvet eno kemmañ

Tud liammet gant ar gumun kemmañ

  • Fañch Kaorel (1874-1954), beleg, skrivagner hag emsaver, bet skolaer e Sant-Nikolaz-ar-Pelem.
  • Geneviève Prigent (1909-1990), prinsez ar Montenegro, lagadeeunourez, stourmerez evit an endro

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Ouest-France
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  4. Cassini - Ehess - Fichenn Sant-Nikolaz-ar-Pelem
  5. Cassini - Ehess - Fichenn Sant-Nikolaz-ar-Pelem
  6. [1] Monumant ar re varv 1914-1918 - Memorial Genweb
  7. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 189 ha 206, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  8. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 217, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  9. [2] Monumant ar re varv 1939-1945 hag AFN- Memorial Genweb