Botoha
Botoha zo ur bourk bihan, e kumun Sant-Nikolaz-ar-Pelem.
Dont a rafe anv Botoha eus "bod" (ti) hag anv sant Doha, eskob er Vvet kantved, anvet ivez Docco pe Doac.
Meneget eo an anv adalek 1316 (Bothoua). Botouha en 1368 ha Botoha e 1407.
Douaroniezh
kemmañAnv
kemmañ̈* Erwan Vallerie (1995) ː Boduem ?, 1270; Bothoua, 1316; Botouha, 1368; Botoha, 1407; Boutouha, 1413; Bothoydoy ? 1420; Bothoua, 1516; Botouha, 1536; 1574; Boutoha, 1630[1].
Ardamezioù
kemmañ- gwelout Sant-Nikolaz
Istor
kemmañ- Melestradurezh: krouet e voe kumun Botoha e 1790 diwar ar barrez katolik ha lakaet e voe da benn-kanton[2]
- Ur skol a voe digoret er bourk e 1931, hag a voe serret e dibenn Mezheven 1977.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañAnavet eo Botoha dreist-holl abalamour d'ar Mirdi ar Skolioù war ar Maez a zo bet digoret eno gant Michel Sohier e 1994.
Tud
kemmañArdamezeg ar familhoù
kemmañPennad kar
kemmañLevrlennadur
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ 2,0 ha2,1 Cassini - Ehess - Fichenn Sant-Nikolaz-ar-Pelem