Geneviève Prigent (Sant-Brieg, 4 a viz Kerzu 1909 - Lannuon, 26 a viz Genver 1990) a oa priñsez ar Montenegro, rezistantez, lagadeeunourez, ha stourmerez evit an endro.

Poltred Geneviève Prigent tennet gant studio Harcourt e Pariz.

Ganet e oa bet Geneviève Prigent e Sant-Brieg, ma oa mezeg he zad. Tremen a rae he vakañsoù e Trebeurden e ti ar familh. Plijout a rae dezhi mont war vor.
Studiañ a reas ar vezegiezh e Roazhon betek ober anaoudegezh gant Mihailo Petrović-Njegoš, priñs Montenegro repuet e Bro-C'hall[1]. D’ar 27 a viz Genver 1941 e voe lidet an eured e Pariz.

Nac'h a reas ar c’houblad kemer ar gurun gant skoazell an nazied o doa aloubet Montenegro e miz Mae 1941. E Hamburg, Pariz ha Sant-Nikolaz-ar-Pelem e vevas e-pad an Eil Brezel-bed. Eno, e miz Mae 1944 e voe skrapet ar priñs gant tud yaouank ar vro digant an Alamaned. Daou viz war-lerc’h e c'hanas G. Prigent he mab Nicolas e Sant-Nikolaz.

Goude dieubidigezh Europa e vevas gant he gwaz e Yougoslavia, o sammañ kargoù ofisiel dindan galloud Tito. Ne oa ket ar priñs en e vleud, neuze e tistroas ar c’houblad da Vro-C'hall. "Ar Priñsez ruz" e oa lesanv G. Prigent abalamour ma sikoure repuidi bolitikel.
E 1949 e tispartias diouzh he fried.

Labourat a reas e Pariz evel klañvdouriez gant Jean Lavat, a oa mezeg an daoulagad[2]. Gantañ e savas un arbennikadur nevez, al lagadeeunourezh evit pareañ al loakrerezh.

Adalek 1972 e voe o chom hag o labourat e Trebeurden[3]. Kregiñ a reas da stourm evit an endro dre grouiñ ar gevredigezh "Bevañ e Trebeurden". E-giz-se eo bet gwarezet gwern ar C’helenn hag enez Miliev e Trebeurden.
Stourm a reas ivez evit gwirioù mab-den.

Mervel a reas e Lannuon e miz Genver 1990, hep dont a-benn da enebiñ ouzh porzh-bageal Trebeurden[4].

E 2009 e oa bet divizet gant kuzul-kêr Lannuon reiñ he anv d’ur straedig e kreiz-kêr.

Daveoù

kemmañ