Mari Madalen (santez)
Mari Madalen, pe Mari Magdala (Μαρία η Μαγδαληνή e gregach), zo ur vaouez hag a oa aet da-heul Jezuz, betek en deizioù diwezhañ, diouzh a lenner en Aviel : hervezo eo hi a voe an test kentañ eus dasorc'hidigezh Jezuz, hag ac'h eas da gemenn ar c'heloù d'an ebestel. Lakaet eo bet da santez. Diwar hec'h anv eo bet savet an anv-badez brezhonek Madalen.
Gerdarzh
kemmañMeur a Vari a oa en Aviel, ha homañ a veze graet Mari Magdala anezhi abalamour ma oa eus Magdala.
Yezhoù all
kemmañ- Mary Magdalene e saozneg
- María Magdalena e spagnoleg
- Maria Maddalena, en italianeg.
Hervez an Aviel
kemmañGanet e vefe er bloavezh 3, merc'h e vefe bet d'an arc'hbeleg Syrus ar Yairit, beleg David. Lidoù ar relijion yuzev a rae he zad e sinagogenn Capharnaum, e Galilea. He mamm, Eucharia, a vefe bet eus lignez Israel hep bout eus skourr David.
Genidik e oa eus Magdala, war lez kornaouek Mor Galilea. Hervez Aviel Lukaz (VIII, 2) e voe disammet eus seizh diaoul gant Jezuz. Goude e voe e-touez e ziskibion hag e heuliañ a reas betek e varv war ar groaz (Aviel Mark, XV, 40-41).
Istor an Iliz
kemmañAdalek ar pab Gregor Iañ, er VIvet kantved, e kavas da Iliz Roma e oa an anvioù Mari Magdala ha Mari Betania hini ar memes maouez evel ar bec'herez a skuilhas frond war Jezuz. Hiriv avat eo ral an arbennigourien a sav a-du gant ar mennad-se. En iliz katolik hiriv e lider santez Mari Magdala d'an 22 a viz Gouhere, ha Mari Betania war un dro gant he c'hoar Marta d'an 29 a viz Gouhere. A-hend-all e vez graet ar c'hemm etre an div Vari-se koulz en iliz reizhkredennek evel en ilizoù protestant.
El liverezh
kemmañLivet eo bet Mari Madalen e meur a abadenn eus he buhez: pa deu Jezuz d'he zi, pa’n em dro ouzh Doue, en dezerzh, dirak Jezuz war ar groaz, pa fell dezhi stekiñ ouzh Jezuz savet a varv da vev, pa sav d'an neñv.
E Breizh
kemmañEnoret eo ar santez e Sant-Nikolaz-ar-Pelem, hag ur c'hantik brezhonek zo dezhi, enrollet gant Anne Auffret.
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañIstor
kemmañ- Joseph Escudier, L'évangélisation primitive de la Provence - St-Lazare, Maximin, Marthe, Marie-Madeleine, les saintes Maries Jacobé et Salomé en ce pays, Maison sainte Jeanne-d'Arc, Toulon, 1929
- Elisabeth ha Jurgen Moltmann, Dieu homme et femme. Embannadurioù Cerf, 1984
- Jean Pirot, Trois amies de Jésus de Nazareth, Cerf, 1986
- Jean-Yves Leloup, L'évangile de Marie: Myriam de Magdala, Albin Michel, 1997
- Élisabeth Pinto-Mathieu, Marie-Madeleine dans la littérature du Moyen Âge, Beauchesne, 1997
- Marianne Alphant, Guy Lafon, Daniel Arasse, L'apparition à Marie-Madeleine, Desclée De Brouwer, 2001
- Régis Burnet, Marie-Madeleine (Patrom:Sp-) : De la pécheresse repentie à l'épouse de Jésus : histoire de la réception d'une figure biblique, Cerf, 2004
Lennegezh
kemmañ- Jacqueline Kelen, Un amour infini. Marie-Madeleine prostituée sacrée, Albin Michel, « Espaces Libres » n° 28, 1992
- Jean Desmarets de Saint-Sorlin, Marie-Madeleine ou le triomphe de la Grâce, Jérome Millon, « Atopia » n° 27, 2001
- Jean-Yves Leloup, Une femme innombrable - Le roman de Marie Madeleine, Albin Michel, 2009
- Jean-Yves Leloup, Tout est pur pour celui qui est pur. Jésus, Madeleine et l'Incarnation., Albin Michel, 2005
- Yves Bridonneau, Le tombeau de Marie-Madeleine à St-Maximin, Édisud, 2002
- Margaret Starbird, Marie-Madeleine et le Saint Graal : la controverse qui entoure Marie-Madeleine et sa relation avec Jésus, Exclusif, 2006
- Dan Burstein et Arne J. de Keijzer, Les secrets de Marie-Madeleine : La femme la plus fascinante de l'histoire, ViaMedias, 2006
- Christian Doumergue, Le Mystère Marie-Madeleine, Thélès, 2006
- Kathleen McGowan, Marie Madeleine, le livre de l'élue, XO, 2007
- Dan Brown, Da Vinci Code , Doubleday, 2003
Levrioù a feiz
kemmañ- Michèle Koné: Myriam de Madgala, Sainte Marie Madeleine, Anne Sigier, (levr skeudennaouet)
- Henri Lacordaire o.p., Sainte Marie-Madeleine, 1860; adembannet gant ur rakskrid diwar zorn Bernard Montagnes o.p., goudeskrid gant Jean-Pierre Olivier o.p., Cerf, 2005
- Victor Saxer, La « Vie de Ste Marie-Madeleine » attribuée au pseudo-Raban Maur, œuvre claravallienne du Patrom:S-, Mélanges St-Bernard, Dijon, 1953
- MPatrom:Gr Victor Saxer, Le culte de Marie-Madeleine en Occident, éd. Cahiers d'archéologie et d'histoire, Auxerre, Paris, 1959
- Jacqueline Dauxois, Marie-Madeleine, éd. Pygmalion/Gérard Watelet, coll. « Chemins d'Eternité », 1998
- Père Philippe Devoucoux du Buysson, Dialogues avec Marie-Madeleine sur la montagne de la Sainte Baume, Théosis :
- tome 1 : Ma rencontre avec Jésus, 2005
- tome 2 : Marie-Madeleine prophète, 2007
Skeudennaoueg
kemmañUn toullad oberennoù awenet gant ar santez kristen Mari-Madalen: darn a wel ar santez, re all ar bec'herez en he noazh.
-
Mari Madalen, da zeiz kroazstagidigezh Jezuz.
-
Mari Madalen, gant an arzour alaman Gregor Erhart, XVIvet kantved. Mirdi al Louvre.
-
Giovanni Lanfranco (1582–1647)
-
María Magdalena, gant José de Ribera, e 1636
-
Hervez Georges de La Tour, etre 1628 ha 1645.
-
Marie-Elisabeth de Ludres e Mari-Madalen. Oberour dianav, XVIIvet kantved. Unan eus serc'hed ar roue Loeiz XIV, darbet dezhi heuliañ skouer ar santez.
-
Gant Francesco Hayez, 1825. Mari Madalen en dezerzh.
-
Mari Madalen dirak Jezuz, gant Aleksandr Ivanov
1835 -
Mari Madalen, gant Anthony Frederick Augustus Sandys (1829–1904).
-
Mari Madalen en dezerzh, gant Emmanuel Benner