Ritratto di Cortigiana (Caravaggio)

taolenn gant Caravaggio
Ritratto di cortigiana
Caravaggio, 1597
Eoullivadur war lien
66 × 53 cm
Kaiser Friedrich Museum
Berlin
Alamagn

Ritratto di cortigiana (Poltred ur gourtizanez) zo un eoullivadur war lien graet e 1597-1599 gant Caravaggio.

Distrujet e voe an oberenn e 1945 e Berlin e-pad an Eil Brezel-Bed pa c'hoarvezas tan-gwall ar Flakturm Friedrichshain.

Fillide

kemmañ

Poltred ur gourtizanez eo, ar poltred nemetañ eus ur plac'h diwar zorn Caravaggio a lavarer a-wechoù, goude ma n'eo ket gwir: div vaouez da nebeutañ zo bet poltredet gantañ meur a wech.

Anavezet eo ar plac'h: Fillide Melandroni, kourtizanez er palezioù ha gast war ar straedoù. Berzh a rae e Roma, ha kerc'het e veze d'ar festoù aozet gant tud uhel. Serc'h e oa bet da Garavaggio, a greder, ha marteze d'ar c'hardinal Del Monte. Hi eo a weler e meur a boltred graet gant Caravaggio e dibenn ar bloavezhioù 1590: evel Santez Katell en daolenn Santa Caterina d'Alessandria, Mari en daolenn Marta ha Mari (Marta e Maria Maddalena), Judit en daolenn Judit ha Holofern (Giuditta e Oloferne). Marteze e veze gwelet ivez en oberennoù kollet niverus al livour, met goude 1599 n'eus ket keloù anezhi ken.

E daou ved e veve Caravaggio: tud uhel ha pinvidik, evel ar gardinaled, a zaremprede evit gonit e voued; met tud evel Fillide a zaremprede evit ar blijadur.

E miz C'hwevrer 1599 e voe dastumet Fillide gant polis ar pab, hag a-gevret ganti e oa Ranuccio Tomassoni, ur paotr yaouank hag a seblante bout hec'h houlier. Hennezh a deue eus un tiegezh mat, met kavet e veze e anv e dihelloù ar polis gant anvioù gisti goude ma ne oa ket pratik dezho. Harzet e oa bet dre ma oa bet dizurzh gante en un abadenn malarjez trouzus-bras en he zi.

E-touez mignoned Fillide e oa Anna Bianchini, ur gourtizanez all, kemeret da batrom Mari Madalen e Conversione della Maddalena, ha da batrom Marta en daolenn Marta ha Mari (Fillide e oa patrom Mari), ha da batrom ar Werc'hez Vari evel mamm Jezuz, en daolenn Riposo durante la fuga in Egitto. Keloù eus Tomassoni zo bet goude avat: e 1606 e voe lazhet gant Caravaggio hag en doa klasket spazhañ an houlier.

E dastumad ar markiz Giustiniani e oa ar poltred, ha gwerzhet e voe, war un dro gant un toullad oberennoù all eus an arzour, en XIXvet kantved.