Yann ar Badezour, Toledo, Spagn

taolenn gant Caravaggio

An daolenn Yann-Vadezour a zo er Museo Tesoro Catedralicio (mirdi teñzor an Iliz-veur) e Toledo (Spagn) a greder eo bet savet gant al livour Caravaggio. Dizemglev zo diwar-benn al livadur avat: soñjal a ra lod eo un oberenn diwar zorn Bartolomeo Cavarozzi, un diskibl dezhañ.

  • Krediñ a ra da John Gash (sellout en notennoù izeloc'h) e oa unan eus al livadurioù graet gant Caravaggio evit priol Ospital ar Frealz, evel ma lavar Mancini, buhezskridour Caravaggio. Hervez Mancini e voent "kaset gant ar priol d'e vro c'henidik" ; siwazh, en un doare eus dornskrid Mancini e lenner e oa ar priol-se eus Sevilla, pa lavar en unan all e oa eus Sikilia.
  • Ur priol spagnat a oa en ospital e 1593, ha marteze e chomas eno betek miz Even 1595. Menegiñ a ra Gash ali an anaoudeg A.E. Perez Sanchez a lavar e tenn tres ar sant da zoare-livañ Cavarozzi un tamm bennak, met ar peurrest eus al livadur ne ra ket, hag "e lodennoù zo ez eo an doare-livañ eus ar gwellañ, en delioù gwini dreist-holl..., ha muioc'h diouzh stumm Caravaggio."
Yann-Vadezour, livet gant Caravaggio (a greder), Toledo (Spagn), Mirdi an Iliz-veur.
Aberzhidigezh Izaag , gant Caravaggio, war-dro 1598. Doare Princeton, New Jersey, SUA.
Aberzhidigezh Izaag, Caravaggio, war-dro 1598 (lodenn eus an daolenn a ziskouez penn Izaag). Dastumad prevez, Princeton, New Jersey - o welet pegen heñvel eo pennoù an daou baotr en daou livadur e c'haller soñjal int diwar zorn an hevelep livour.

Anv a ra Gash ivez eus ar c'h-chiaroscuro (ar sklaer-ha-teñval), trolinennoù an dremmoù, ha troioù-livañ all a gaver en oberennoù yaouankiz Caravaggio evel Ar Sonerien ha Sant Frañsez Asiz en e C'hoursav. Ma oa degouezhet taolennoù diwar zorn Caravaggio e Sevilla, homañ ha re all c'hoazh, war-dro ar c'houlz-se, e c'hallont bezañ levezonet Diego Velázquez en e oberoù kentañ. Koulskoude, kreñv eo an arguzennoù a-du gant Cavarozzi, ha gouzout a reer ez eas da Spagn war-dro 1617-1619[1].

  • Peter Robb, a gav dezhañ eo bet graet an daolenn gant Caravaggio, a laka anezhi war-dro 1598, pa oa an arzour e-touez koskor e warezer kentañ, ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte. Robb a lavar eo hañval-bev ar Badezour ouzh ar paotr a zo Izaag en Aberzhidigezh Izaag, pezh a rofe da grediñ e voe graet an div daolenn e-tro ar memes koulz. Siwazh, dizemglev zo ivez, ha gant-se n'eo ket diluziet kudenn an oberouriezh gant kement-se.

Yann a zo diskouezet dirak ur winienn c'hlas, drein outi, azezet war ur sae ruz, damguzhet e reizh dindani, ur groaz hir en e zorn, o sellout ouzh un dañvad en e c'hourvez e-harz e dreid. Livet eo an delioù, ar plant, an drein, an douar e-harz an treid, gant evezh ouzh ar munudoù , kement hag en e zaolenn Panerad frouezh. Gant melkoni ar c'hrennard e c'haller gwelout preder ar profed. E delioù ar winienn e c'haller lenn kemenn Ar Goan Ziwezhañ hag ar gwin a vo diskennet d'an Daouzek Abostol.

Evel ur c'hrennard eo livet Yann ar badezour, souezhusat diviz a-berzh al livour, en ur mare ma veze diskouezet pe evel ur bugel bihan, gant ar Mabig Jezuz alies, gant e vamm pe mamm Jezuz peurvuiaén, pe evel un den en oad gour, o vadeziñ Jezuz peurvuiañ. Koulskoude ne oa ket ar wech kentañ d'ul livour d'ober evel-se. Livet eo Yann dirak gwini glas ha bodoù gwini draenek, en e goazez war ur sae ruz, ur groaz voan en e zorn, hag o sellout ouzh un dañvad en e c'hourvez e-harz e dreid.

Livourien all

kemmañ
 
Yann ar Badezour , gant Leonardo da Vinci

Leonardo en doa livet ur Badezour yaouank mousc'hoarzhus ha kevrinus, gant ur biz savet (da ziskouez an Neñv) hag e zorn all o tiskouez e vruched, hag Andrea del Sarto en doa graet unan a zo evel ur rakkinnig da re Caravaggio.

Notennoù

kemmañ
  1. Gash, Caravaggio, p.44.