Kupidon en e gousk

taolenn gant Caravaggio
Kupidon en e gousk
Caravaggio, 1608
Eoullivadur war lien
72 × 105 cm
Palez Pitti
Firenze
Italia

Kupidon en e gousk (Amorino dormiente en italianeg) zo ul livadur graet gant al livour italian Caravaggio.

Evit ur wech gant al livour e ouzomp pegoulz e voe graet. Goulennet e oa bet gant Fra Francesco dell'Antella, eus Firenze, sekretour Alof de Wignacourt, Mestr Meur Marc'heien Malta, hag un enskrivadur zo war gein an daolenn, a ziskuilh e voe livet e Malta e 1608.

Diskouez Kupidon o kousket, torret kordenn e wareg ha saezhoù gantañ a-strew, a veze graet da aroueziañ dilez plijadurezhioù ar bed, ha kement-se ne oa ket dell'Antella hep gouzout, hag evel beleg e ranke treiñ kein ouzh ar c'hig p'en doa graet le da chom glan.