Ovidius
Ovidius, pe Publius Ovidius Naso a oa ur barzh latin, ganet d'an 20 a viz Meurzh 43 kent JK e Sulmona, e kreisteiz Italia, ha marvet er bloavezh 17 goude JK, en harlu e Tomes, a zo Constanţa hiriv e Roumania.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Publius Ovidius Naso |
Praenomen | Publius |
Nomen | Ovidius |
Cognomen | Naso |
Deiziad ganedigezh | 20 Meu 43 BCE |
Lec'h ganedigezh | Sulmona |
Deiziad ar marv | 17 CE |
Lec'h ar marv | Constanța |
Gens | Ovidia gens |
Yezh vamm | latin |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Yezh implijet dre skrid | latin |
Micher | barzh |
Bet studier da | Marcus Porcius Latro |
Lec'h annez | Constanța |
Oberenn heverk | Metamorfozoù, Heroides, Ibis |
Tachenn | Trajedienn |
Present in work | Divina Commedia |
Prantad | Impalaeriezh roman |
Deskrivet dre | Monument to Ovid |
Attested in | Mare Magnum volume 82 |
Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Tikedenn Stack Exchange | https://latin.stackexchange.com/tags/ovidius |
Bevañ a reas da vare ginivelezh an impalaeriezh roman: ganet e oa bloaz war-lerc'h muntr Caesar, pa erruas Aogust er galloud, ha pa droas ar republik, gant skoazell ar sened roman, en un imapaleriezh. Mervel a reas tri bloaz war-lerc'h an impalaer kentañ.
E oberenn vrudetañ eo ar Metamorfozoù.
E vuhez
kemmañGanet e oa en un tiegezh marc'heion. Studiañ a reas ar retorik e Roma. Dilezel a reas al labour war ar gwir hag ar velestradurezh, ha brudet e voe gant e varzhonegoù.
D'e 18 vloaz e voe aotreet gant e dad da vont da veajiñ da Hellaz. Roud ar veaj-se a verko e oberenn. Pa voe 40 vloaz e tilezas ar varzhoniezh erotek evit skrivañ ar Metamorfozoù, barzhoneg ennañ 12 000 hegzametr daktilek rannet e 15 levr, diwar-benn ar mojennoù hellazat ha roman.
D'an 19 a viz Du er bloavezh 8 goude JK e voe harluet Ovidius da aod ar Pont-Euxin. Mont a reas da chom da Domes (Constanţa en Roumania hiziv) dre urzh Aogust, ar perag n'ouzer ket. Hervez an abeg ofisiel (diaes da grediñ pa seller ouzh oberennoù tud all) eo dre ma oa anv eus buhez diroll en e levr An Arz da garout. Tud zo a lavar e oa deuet Ovidius da vezañ serc'heg Julia, merc'h Aogust, hag e vije bet displijet-bras an tad.
Erruout a reas e Tomes d'an 9 a viz Mae eus ar bloaz 9, ha mervel eno 8 vloaz goude. E seizh gwellañ a reas da zistreiñ, met ne voe ket aotreet.
Ne voe ket kaset e gorf da Roma en-dro.
Oberennoù
kemmañ- Amores (Ar c'harantezioù)
- Heroides
- Ars amatoria (An Arz da garout)
- Les Fards
- Remedia amoris
- Metamorfozoù
- Fasti
- Tristia
- Les Pontiques
- Elégies
- Epîtres
- Medea (trajedienn kollet)
- La Pêche
Hag ivez
kemmañ
Liammoù diavaez
kemmañ- Arroudoù eus e skridoù, troet e brezhoneg, amañ: [1]
- (la) Oberennoù Ovidius
- Oberennoù Ovidius: textes avec concordances et liste de fréquence
- Salomon Reinach, Divinerezh e Roma Harlu Ovidius, Revue de philologie (1910)
- Ar Metamorfozoù: https://web.archive.org/web/20150311235404/http://bcs.fltr.ucl.ac.be/METAM/Met00-Intro.html