Jibraltar (saozneg ha spagnoleg: Gibraltar, lesanvet alies El Peñón "Ar C'hleger") zo un tiriad tramor breizhveurat lec'hiet e su al Ledenez Iberiat, war riblenn Strizh-mor Jibraltar ha hini ur pleg-mor. Hemañ a liamm ar meurvor Atlantel ouzh ar mor Kreizdouarel. An tiriad en deus un harz berr gant Spagn war-du an norzh. Ul lec'h pouezus evit al lu breizhveurat eo Jibraltar hag un diazezlec'h morlu zo lec'hiet ennañ.

Jibraltar
Banniel Ardamezioù

Ger-stur : Nulli Expugnabilis Hosti
"Enebour ebet n'hon argaso"
Kan broadel : God Save the Queen


Jibraltar gwelet eus ar gevred
Douaroniezh
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Statud Tiriad Tramor
Kêr-benn Jibraltar
36°8′N 5°21′K / 36.133, -5.35
Gorread 6,543 km²
Poblañs 29 328 (2016)
Stankter 4 482 ann./km²

Yezhoù Saozneg (ofisiel)
Spagnoleg
Llanito
Gouarnamant
Parlamant demokratel
dalc'hel gant un unpenniezh vonreizhel
Unpenn Charles III
Gouarnour David Steel (2020)
Pennmaodiern Fabian Picardo (2011)
Moneiz £ Lur Jibraltar (GIP)

Internet Lec'hienn ofisiel

Anv an tiriad a zeu eus an arabeg Jabal aţ-Ţāriq (جبل الطارق) "Menez Tariq", tremenet e saozneg dre ar spagnoleg. Daveiñ a ra ouzh ar pennlu berber omeyad, Tariq ibn-Ziyad, a vleinas aloudabeg vaourek Iberia e 711. Kent-se e oa anvet Kalpe e gresianeg, unan eus Kolonennoù Herakles. Anvet eo ivez en un doare nann-ofisiel "ar Roc'h" pe Gib.

Un abeg a dabut etre ar Rouantelezh-Unanet ha Spagn eo. Goulenn a ra Spagn ma vo daskoret an tiriad dezhi. Gant an darn vrasañ eus Jilbratariz e vez nac'het ar mennozh-se avat.

 
Kartenn istorel Jibraltar

Adalek ar Fenikianed eo annezet Jibraltar, petra bennak ma'z eus roudoù eus bezañs an Neandertaled, ur spesad eus ar genad Homo aet da get 30 000 bloaz zo. Diazezlec'hioù dambadus a voe savet gant Qartajiz hag ar Romaned ha goude diskar an Impalaeriezh roman e voe kontrollet e-pad un amzer verr gant ar Vandaled. D'un darn eus Rouantelezh Wizigotek Spagn ez eas neuze betek an aloudabeg islamek.

D'an 30 a viz Ebrel 711 e vleinas ar jeneral omeyad Tariq ibn-Ziyad un armead Berbered a-dreuz Strizh-mor Jibraltar. Klask a reas dilestrañ en Algeciras da gentañ met c'hwitañ a reas. En un doare kuzh e tizhas su ar Roc'h neuze.

Didud e chomas Jibraltar e-pad an darn vrasañ eus ar marevezh maourek. Gwelout a reer c'hoazh dismantroù ur c'hreñvlec'h hag a voe savet gant ar sultan almohad Abd al-Mu'min (1094-1163). Ul lodenn eus ar rouantelezh Taifa Granada e voe ar Roc'h betek ma voe aloubet gant Kastilha e 1309. E 1311 avat e voe gounezet gant ar Varinided a roas anezhañ en-dro da C'hranada e 1374. Aloubet adarre e voe e 1472 gant an Dug Medina Sidonia.

Betek 1476 e chomas Jibraltar en e zalc'h ha degemerout a reas Yuzevien eus Córdoba. Pedro de Herrera, ur c'honverso en-doa kemeret perzh en aloudabeg ar Roc'h a stalias warnañ ur gumuniezh a 4 350 Yuzev, na badas ket rak adstrollañ a reas an dug Medina Sidonia gant Kurunenn Spagn ha diarbennet e voe ar Yuzevien. E 1501 e tremenas Jibraltar d'ar Gurunenn hag ur bloavezh hepken goude-se e roas ar Rouaned Katolik ur skoed-adarmez dezhi.

 
Emgann Jibraltar, 1607

D'ar 4 a viz Mae 1604, e-kerzh ar Brezel pevar-ugent vloaz e tistrujas an Izelvroiz ur flodad spagnat hag a oa eoriet e Bae Jibraltar.

E-pad Brezel Hêrezh Spagn e argasas ar Saozon hag an Izelvroiz, kevreet gant Karl VI, meur a gêr e su Spagn. D'ar 4 a viz Eost 1704 e c'hounezjont kêr goude ur vombezadeg a c'hwec'h eurvezh. An darn vrasañ eus ar boblañs a zibabas kuitaat kêr.

Ne zeuas ket an nerzhioù gall ha spagnat a-benn da adc'hounit kêr, hag e 1713 e voe roet da Vreizh-Veur dre Feur-skrid Utrecht. Dindan he c'hontrol eo bet chomet abaoe daoust da arnodadennoù Spagn d'he aloubiñ adarre.

D'un diazezlec'h luvor pouezus evit ar Royal Navy ez eas ar Roc'h, hag ur rol bras a c'hoarias en Emgann Trafalgar (1805). He zalvoudegezh strategek a greskas goude digoradur Kanol Suez, rak gwardiñ a rae an hent etre Breizh-Veur hag he zrevadennoù en India hag en Aostralia. E-pad an Eil Brezel-bed e voe skarzhet an annezidi nann-milourel ha d'ur c'hreñvlec'h e voe lakaet. Raktresoù a reas al lu alaman evit aloubiñ ar Roc'h - an Oberiadenn Felix - met biskoazh e voent sevenet en abeg da nac'hadenn Francisco Franco da aotren an nerzhioù alaman war e dachenn. Gant Wilhelm Canaris, penn an Abwehr hag unan eus e vignoned bersonel, e vefe bet kendrec'het Franco. Evel ma oa Canaris un ezel eus an harz milourel a-enep Adolf Hitler e kreder en-deus graet an dra-se da vuanaat faezhidigezh Alamagn ha diskar beli an naziegezh.

E-pad ar bloavezhioù 1950 e c'houlennas Spagn - renet gant Franco - distro ar Roc'h hag e-pad an 30 bloavezh da heul e strishaas ar monedone etre Jibraltar ha Spagn. D'an 10 a viz Gwengolo 1967 e tivizas annezidi ar Roc'h chom Breizhveuriz dre ur referendom, gant 12 138 mouezh a-enep 44. Franco a respontas dre serriñ an harzoù ha terriñ pep liamm a zarempred.

Kloz e chomas an harzioù betek 1982 ha ne voent addigoret da vat nemet e 1985. Adalek fin ar bloavezhioù 1980 ez eus kenvreutadennoù etre Spagn ha Breizh-Veur a-zivout dazont Jibraltar. Kinniget e voe ma vije renet ar Roc'h asambles gant an div Stad met nac'het e voe an diskoulm-se dre ur referendom arall e Jibraltar (17 900 mouezh a-enep 187).

E miz Gwengolo 2006 e voe sinet un emglev etre Breizh-Veur ha Spagn a-zivout ar Roc'h, ha lemel kuit a reas Spagn ar strishadurioù diwezhañ d'ar monedone.

Politikerezh

kemmañ
 
Hervez ar vojenn, mar kuita ar marmouzed Jibraltar ez aio Breizhveuriz kuit ivez

Evel evit an holl diriadoù tramor breizhveurat ez eo ar roue Charles III penn ar Stad. E gannad eo Gouarnour Jibraltar, Edward Davis.

Breizh-Veur zo e-karg eus an difenn, an darempredoù etrebroadel, ar surentez diabarzh hag eus stabilder arc'hantel an tiriad. N'eo ket empleget ar gouarnour e melestradurezh pemdeziek Jibraltar, ha lidek eo e berzh dreist-holl. Ur pennmaodiern ha meur a vinistred a vez anvet gantañ goude dilennadeg ar Parlamant. War-dro ar c'hudennoù a zifenn hag a surentez a ra ha penn Polis Roueel Jibraltar eo.

Parlamant Jibraltar - an House of Assembly ennañ 15 ezel dilennet ha 2 ezel anvet gant ar gouarnour – a vez dilennet evit pevar bloaz.

Prezidant ar parlamant (ar speaker) a vez dibabet gant ar gouarnamant. Penn ar gouarnamant eo ar pennmaodier, Fabian Picardo hiziv. Bez' ez eus tri strollad politikel gant kannaded er parlamant : ar Gibraltar Social Democrats, ar Gibraltar Socialist Labour Party hag ar Gibraltar Liberal Party.

Un darn eus Unaniezh Europa eo Jibraltar. Enni eo antreet asambles gant Breizh-Veur e 1973. Disammet eo Jibraltar eus un nebeud dleadoù e-keñver an unvaniezh-maltouterezh ha politikerezh boutin al labour-douar. Adalek 2004 e c'hell keodedourien Jibraltar votiñ en dilennadegoù europat.

E 2006 e voe aozet ur vonreizh nevez hag a vo kinniget d'ar bobl. Diogeliñ a raio dishualded an tiriad.

En abeg da c'houlennoù Spagn emañ ar darempredoù gant ar vro-se e kreiz ar politikerezh lec'hiel. An holl strolladoù politikel zo enebet ouzh ur treuzkasadur a c'halloud da Spagn ha harpañ a reont dishualded ar vro.

D'an 29 a viz Meurzh 2017, ar Rouantelezh-Unanet a gemennas ez-ofisiel e kuitaio Unaniezh Europa da heul referendom an 23 a viz Even 2016 ma tibabas 51,89% eus Breizhveuriz ober kement-se. En hevelep mouezhiadeg e voe 96% eus annezidi Jibraltar o tibab chom en Unaniezh.
Er raktres embannet gant U.E. a-zivout modelezhioù ar Brexit ez eus ur mellad a ro da Spagn ur gwir a veto a-enep kement disentez hag a sellfe ouzh Jibraltar. Brouzet eo pennmaodiern ar Roc'h ouzh ar mellad "mezhus"-se, ha Michael Howard eus ar Strollad Mirour a zisklêrias e c'helleje ar Rouantelezh difenn ar Roc'h dre nerzh, ar pezh a gasas Alfonso Dastis, anezhañ maodiern spagnol an Aferioù estren, da vrouzañ d'e dro ouzh "ton ar c'homzoù o tont eus Breizh-Veur".
Ret e voe da bennmaodiernez ar Rouantelezh, Theresa May, kadarnaat ne gasje ket al lu vreizhveurat da zirouestlañ ar gudenn. Pennadurezhioù ar Roc'h avat a c'houlennas digant U.E. terriñ ar mellad rendaelet, gant aon na drofe an tiriad da baoell e nevidadur ar Brexit[1].

Douaroniezh

kemmañ
 
Ar Roc'h Jibraltar e 2006

Goloiñ a ra an tiriad 6,543 km² en tu hont da 1.2 km a harzoù gant Spagn. E daou gostez e tisranner aodoù ar Roc'h, 12 km o hirder : an East Side m'emañ lec'hiet Sandy Bay ha Catalan Bay, hag ar West Side ma vev an darn vrasañ eus ar boblañs.

Kreizdouarel eo an hin, gant goañvioù klouar hag hañvioù tomm.

Ur vandenn strizh o kelc'hiañ ar Roc'h eo an tiriad annezet. N'eus peadra naturel ebet ennañ ha nebeut-tre a zour dous. Betek n'eus ket pell zo e tastumed an dour glav e puñsoù-glav bili-raz. Savet ez eus bet ul labouradeg disallañ dour mor hag a bourvez ar vro hag a ro tro dezhañ da vezañ dizalc'hoc'h eus Spagn.

Gant 4&nbsp482 annezad dre km² eo Jibraltar unan eus ar broioù gant ar stankter poblañs brasañ er bed. Dre-se ez eo bet rediet ar gouarnamant da c'hounid douaroù war ar mor (10% eus ar gorread a-vremañ).

Maen-raz a ya da sevel ar Roc'h end-eeun. Tizhout a ra 426 m uhelder, ha treuzet eo gant hentoù-riboul niverus. An darn vrasañ anezho zo implijet gant al lu hepken. Ul lodenn vras eus an uheldirioù zo dalc'het gant ur mirlec'h naturel ma vev 250 makak Barbaria (Macaca sylvanus) ; studioù genetek o deus diskouezet edont war ar Roc'h kent donedigezh Breizhveuriz. Hervez ar vojenn, mard eont kuit e yelo Breizhveuriz d'o heul. Evit an abeg-se eo ez int gwarezet gant ar gouarnamant.

Melestradurezh

kemmañ
 
Kartenn Jibraltar

N'eus pastell-vro ebet e Jibraltar. Rannet e vez e seizh kelc'hiad-annez evit stadegoù.

Kelc'hiad annez Poblañs %
1 East Side 429 1,54%
2 North District 4 116 14,97%
3 Reclamation Areas 9 599 34,91%
4 Sandpits Area 2 207 8,03%
5 South District 4 257 15,48%
6 Town Area 3 588 13,05%
7 Upper Town 2 805 10,20%
Arall 494 1,82%
Jibraltar 27 495 100,00%

Armerzh

kemmañ

Oberiantiz al lu vreizhveurat a yae d'ober an darn vrasañ eus armerzh Jibraltar gwechall. War zigresk eo e berzh avat : eus 60% e 1964 ez eo digresket betek 7% hiziv.

War ar gellidouriezh hag an touristerezh ez eo diazezet armerzh Jibraltar a-vremañ. Unan eus an 35 tiriad barnet evel ur baradoz kemedel gant an AKDE eo ar Roc'h. N'eus tailhoù ebet war al leve ha gwan-tre eo an tailhoù war ar c'hevredegezhioù, ar pezh en deus sachet embregerezhioù niverus.

Bep bloaz e vez kalz tud o tont dre vigi-bale da weladenniñ Jibraltar. Evel ma n'eus TGO ebet e Jibraltar ez eus bet kalz stalioù meur oc'h en em staliañ en tiriad, Marks and Spencer, BHS ha Dorothy Perkins en o zouez.

Al lur sterling (£) eo moneiz Jibraltar, met bilhedoù ispisial a vez implijet en tiriad – al lur Jibraltar - se zo liammet ouzh al lur sterling ha n'eo ket ur moneiz gwirion, met ur c'hod ISO en deus evelato : GIP, evit Gibraltar Pound.

Demografiezh

kemmañ

Stabil eo poblañs Jibraltar : 27 884 a dud e 2005, 29 328 e 2016 (+ 5,1% en ur ober 11 vloaz). Jibraltariz a ziskenn eus an nebeus Spagnoled a oa chomet er vro hag eus embroidi eus an holl vroioù europat, Genova, Malta ha Portugal dreist-holl. Abaoe ma oa bet digoret an harzioù adarre, un nebeud Spagnolet zo deuet da chom e Jibraltar.

Katoliked eo an darn vuiañ eus Jilbratariz, met un niver bras a vinorelezhioù relijiel zo, en o zouez izili Iliz Bro-Saoz, Iliz Bro-Skos hag an Iliz Metodist. Muzulmiz deuet eus Maroko zo ivez, hag ur gummuniezh yuzev bras a-walc'h.

Ar saozneg eo ar yezh ofisiel, met an darn vrasañ eus Jibraltariz a ra gant ur meskaj a saozneg hag a spagnoleg : al llanito.

Sevenadur

kemmañ

Orinoù liesek en deus sevenadur Jibraltar, petra bennak ma'z eo saoznek ha spagnolek al levezonoù kreñvañ. Daoust ma komz Jibraltariz ur meskaj a saozneg ha spagnoleg anvet Yanito pe Llanito ez eo ar saozneg yezh ar gouarnamant, an deskadurezh, ar c'henwerzh hag ar media. Da Jibraltariz a fell dezho studiañ er skol-veur ez eo ret mont da Vreizh-Veur. Ar re o deus ezhomm eus prederioù mezegel na vezont ket kavet war ar Roc'h a ya ivez da Vreizh-Veur gant skoazell gouarnamant Jibraltar.

Gouel broadel Jibraltar a vez lidet d'an 10 a viz Gwengolo, en enor da referendum 1967, an ober dishualded kentañ en Istor ar vro. Daoust d'e dalvoudegezh politikel ez eo ur fest vras ivez.

Treuzdougen

kemmañ

Ar c'harr eo an tu-treuzdougen pennañ e Jibraltar. Boutin eo ar marc'hoù-tan avat, ha bez' ez eus ur rouedad kirri-boutin arnevez. Er c'hontrol d'an tiriadoù breizhveurat arall e ruilher war tu dehou an hent. Ur fundezouger a liamm kêr ouzh lein ar Roc'h gant un ehan e-kichen annez ar marmouzed.

Betek n'eus ket pell zo e tifenne ar gouarnamant spagnat liammoù dre aer pe dre vag. D'ar 25 a viz Gouere 2006 hepken e voe kemmet an traoù. Skañvoc'h eo ar c'hontroladegoù war an harzoù ha digoll a ra Breizh-Veur al labourerien he doa kaset kuit eus Jibraltar p'en doa serret Franco an harzoù. Ul linenn kirri-nij zo etre Madrid ha Jibraltar. Nijadennoù reoliek zo ivez etre aerborzh Jibraltar ha Londrez ha Manchester. Abaoe 2007 ez eus ul linenn karr-nij etre ar Roc'h hag Iwerzhon.

Difenn

kemmañ

Gant ar Royal Gibraltar Regiment eo difennet Jibraltar. Un unanenn ag adarme e oa betek 1990 pa voe ebarzhet el lu breizhveurat evel un unanenn beurbad.

Ar Royal Navy a vir ur skouadron e Jibraltar. Karget eo gant surentez an doureier tachennadel eus an tiriad. Rooke eo anvet an diazezlec'h hervez Sir George Rooke a aloubas ar Roc'h e 1704. Ur perzh strategek pouezus en-deus an diazezlec'ch. Galloud a ra herberc'hiñ listri-spluj nukleel.

Ne vir ken ar Royal Air Force kirri-nij war ar Roc'h met oberiant eo an diazezlec'h c'hoazh. Degemer a ra a-blaen kirri-nij ha herberc'hiñ a ra ur gevrenn eus ar Met Office.

Ur perzh a c'hoarias Jibraltar e-pad Brezel an Inizi Maloù hag arnodiñ a reas al lu arc'hantinat d'e arsa e frammadur an Oberiadenn Algesiras.

Tud dibar Jibraltar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Time vol. 189, n°14, 17 Ebrel 2017, p.7.