Algeciras

kumun Bro-Spagn

Algeciras (distaget [alxeˈθiɾas] e spagnoleg) zo ur gêr vras hag ur porzh-mor e Proviñs Cádiz, en Andalouzia, e kreisteiz Spagn. Pouezusañ porzh Spagn eo Algeciras hag unan eus pouezusañ porzhioù Europa, goude Rotterdam, Hamburg, Antwerpen ha Bremen.

Plaza Alta (Plasenn Uhel) hag iliz Nuestra Señora de la Palma

Tost eo Algeciras da veg kreisteisañ Spagn, en hanternoz da strizh-mor Jibraltar, hag a-dal da gêr Jibraltar. E 2021 e oa 122 982 a dud o vevañ e kêr. En tolpad-kêrioù, m'emañ ivez kumunioù Los Barrios, La Línea de la Concepción, Castellar de la Frontera, Jimena de la Frontera, San Roque ha Tarifa ez eus 263 739 a dud.

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv Algeciras eus an anv arabek a voe roet d'ar gêr pa voe aloubet ledenez Iberia gant ar Vuzulmaned : الجزيرة الخضراء al-jazīra al-khadrā, "an Enezenn C'hlas".

Tud brudet

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.