Monarkiezh vonreizhel
Ur vonarkiezh vonreizhel a zo ur stumm gouarnamant, renet diouzh ur vonreizh ma vez un unpenn, dilennet pe hêrezel, e penn ar Stad. Enebet e vez ouzh ar vonarkiezh absolut ma ne vez ket bevennet galloud an unpenn gant ur vonreizh. Disheñvel-kenañ e vez ar gouarnamant ha savadur al lezenn en ur vonarkiezh absolut diouzh ar pezh e vezont en ur vonarkiezh vonreizhel.
An darn vrasañ eus ar monarkiezhoù bonreizhel o deus ur stumm parlamantel, evel e Bro-Spagn, e Bro-Japan, pe e Breizh-Veur. Enno e vez an unpenn e penn ar stad, ar ministr kentañ avat, a zeu e c'halloud eus ar parlamant, a ren ar vro.
Daoust ma'z eus demokratiezhioù eus an holl vonarkiezhioù bonreizhel hiziv an deiz ne oa ket bet evel-se atav. E monarkiezhioù bonreizhel zo ez eus bet diktatouriezhioù faskour, evel en Italia pe milourel evel e Tailand.
Roll ar monarkiezhioù bonreizhel a-vremañ
kemmañ
Roll an doareoù gouarnamant |
Riez | Bonreizh diwezhañ |
Doare monarkiezh |
Unpenn choazet gant |
---|---|---|---|
Andorra | 1993 | Kenbriñselezh | Choaz eskob La Seu d'Urgell ha dilennadeg ar Prezidant Gall |
Antigua-ha-Barbuda | 1981 | Rouantelezh | Hêrezel |
Aruba | 1986 | Rouantelezh | Hêrezel |
Aostralia | 1901 | Rouantelezh | Hêrezel |
Bahamas | 1973 | Rouantelezh | Hêrezel |
Bahrein | 2002 | Rouantelezh | Hêrezel |
Barbados | 1966 | Rouantelezh | Hêrezel |
Belgia | 1831 | Rouantelezh | Hêrezel |
Belize | 1981 | Rouantelezh | Hêrezel |
Kambodja | 1993 | Rouantelezh | Hêrezel |
Kanada | 1982 | Rouantelezh | Hêrezel |
Curaçao | 1986 | Rouantelezh | Hêrezel |
Danmark | 1953 | Rouantelezh | Hêrezel |
Grenada | 1974 | Rouantelezh | Hêrezel |
Jamaika | 1962 | Rouantelezh | Hêrezel |
Japan | 1946 | Impalaeriezh | Hêrezel |
Jordania | 1952 | Rouantelezh | Hêrezel |
Koweit | 1961 | Emirat | Hêrezel gant asant ar familh al-Sabah ha darn vrasañ ar familh roueel |
Lesotho | 1993 | Rouantelezh | Hêrezel |
Liechtenstein | 1862 | Priñselezh | Hêrezel |
Luksembourg | 1868 | Dukelezh-veur | Hêrezel |
Malaysia | 1957 | Monarkiezh-dilenn | Choazet e-touez unpennoù an nav riez malae |
Monako | 1911 | Priñselezh | Hêrezel |
Maroko | 1962 | Rouantelezh | Hêrezel |
Izelvroioù | 1815 | Rouantelezh | Hêrezel |
Zeland-Nevez | 1840 | Rouantelezh | Hêrezel |
Norvegia | 1814 | Rouantelezh | Hêrezel |
Papoua Ginea-Nevez | 1975 | Rouantelezh | Hêrezel |
Saint Kitts ha Nevis | 1983 | Rouantelezh | Hêrezel |
Santez-Lusia | 1979 | Rouantelezh | Hêrezel |
Sint Maarten | 1986 | Rouantelezh | Hêrezel |
Sant-Visant hag ar Grenadinez | 1979 | Rouantelezh | Hêrezel |
Inizi Salomon | 1978 | Rouantelezh | Hêrezel |
Spagn | 1978 | Rouantelezh | Hêrezel |
Sveden | 1974 | Rouantelezh | Hêrezel |
Thailand | 1933 | Rouantelezh | Hêrezel |
Tonga | 1970 | Rouantelezh | Hêrezel |
Tuvalu | 1978 | Rouantelezh | Hêrezel |
Emirelezhioù Arab Unanet | 1971 | Monarkiezh-dilenn | Choazet gant Penn-kuzul kevreel e-touez renerien Abu Dhabi |
Rouantelezh-Unanet | 1688 | Rouantelezh | Hêrezel |