Demokratelezh

doare da aozañ aferioù publik
(Adkaset eus Gwerinelezh)

An demokratelezh (ger benel ; liester : demokratelezhioù ; a-wechoù demokratiezh) a zo un doare da aozañ aferioù publik ur strollad politikel resis, ur riez pe ur stad kevredet da gentañ-holl, met e tle an demokratelezh bezañ en implij el liveoù izelañ a zo dezho ivez. Meur a zoare aozañ ar mont-en-dro etre hiniennoù ha strolladoù an tiriad m'emaint o vevañ warnañ.
Bez ez eus an demokratelezh eeun hag an demokratelezh-gannadiñ, houmañ an hini a gaver d'an aliesañ.

demokratelezh
stumm gouarnamant, form of state
Iskevrennad eussistem politikel Kemmañ
Rann eusPlato's five regimes Kemmañ
Dezverket dretypes of democracy Kemmañ
Istorhistory of democracy Kemmañ
A implijvoting, political participation Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/democracy Kemmañ
Enebet ouzhunveliezh Kemmañ



Ar ger demokratelezh a zo bet savet diwar ar ger gresianek δημοκρατία (demokratia), hemañ a wrizienn ar ger demos (δημος) o talvezout yoc'had tud, pobl.

Reolennoù diazez an demokratelezh

kemmañ

Ar reolenn gentañ a zo reolenn ar muiañniver a vez implijet koulz evit dilenn an dud karget gant leviañ an aferioù el liveoù uhelañ (ar pezh a vez anvet gouarnañ ivez) hag evit an divizout war reolennoù pennañ, al lezennoù, mont-en-dro ar strollerezh er bodadegoù-lezenniñ. Koulskoude, e mare an demokratelezh kornôgel gentañ, houmañ savet gant Ateniz er Vvet kantved kent Jezuz-Krist, ne veze ket dilennet an dud e karg, met tennet d'ar sord.
P'eo bet ijinet an demokratelezh a-enep an unpenniezh hêrel e tle ar c'hargoù bezañ fiziet evit un amzer termenet (amzervezh ar respet) ha diouzh-se e vez renevezet levierien ar bobl en un doare ingal.
Met ar bennaenn a zo a-dreñv reolenn ar muiañniver a zo hini riegezh ar bobl pe, evel ma embanne Abraham Lincoln, "gouarnamant ar bobl gant ar bobl e-unan". Ar bobl a zo amañ termenet evel hollad an dud a asant kaout ur gouarnamant dezho hag a c'hell e ober.

Ma lakaer ar muiañniver da vezañ e penn an traoù, ret eo diwall ar bihanniver eus ar pezh a vez anvet "gwaskerezh ar muiañniver" ha sevel reolennoù evit gwareziñ gwirioù ar bihanniver hag hini ar minorelezhioù. A-wechoù e vez silet e-barzh ar sistem votiñ reolennoù ispisial evit ma vo dilennet kannaded ar minorelezhioù.

En demokratelezh eeun, n'eus ket a gannad e c'hellfe kemer divizou n'int ket bet kemeret gant bodadeg ar bobl en a-raok. An dud dilennet evit seveniñ an divizoù o deus ur respet da zoujañ outañ ha n'o deus ket droad e lezel a-gostez evit mont en un tu all. Lavaret e vez eus seveniñ ur respet rekis.
Ouzhpenn pennegezh divizou d'ar muiañniver kemeret gant ar bodad politikel e kaver un ostilh evit an degouezhioù m'eo da goulenn ali ar bobl en e bezh, ar referendom. Implijet e vez ar prosezerezh-se en demokratelezh-gannadiñ e degouezhioù zo.
E Bro-Suis, ur riez kevredet, e kaver skouerioù an div seurt demokratelezhioù. Darn eus ar c'hantonioù (ur c'hanton suis a zo ur stad kevredet) o deus ur sistem demokratelezh-gannadiñ, met ar re vihannañ, izel niver o foblañs, o deus bodadoù riek (landgemeinde), an holl bobl bodet enno, hag a gemer divizoù hag a vot al lezennoù.

Pa vez lakaet da vont an demokratelezh-gannadiñ e lakaer ar bobl dilenner da zilenn tud evit bezañ e gannaded ha leviañ ar strollerezh. Peurliesañ e vez savet ur sistem evit ma vo dilennet an danvez kannad dre ur votadeg m'eo muiañniver an dud o deus eztaolet o dibaboù an abeg evit embann m'eo bet fiziet ar respet d'an den.
Daou seurt doare hollel lakaat an dilennerien da vezañ kannataet a zo, met mesket e vezont evit dilenn ur vodadeg-kannadiñ hepken a-wechoù :

  1. Dilenn pep kannad diwar votadeg an dud enskrivet en ur rann eus an tiriad, ar bastell-vro votiñ, ur bastell-vro votiñ ma ya da rastell votadegoù un nebeud tud aet war ar rank, an danvezioù-kannnad evit ar bastell-vro votiñ-se. Peurliesañ e vez dilennet an den en deus tapet ar muiañ eus ar votadennoù pe d'ar c'hentañ tro votadeg pe d'an eil ma 'z eus un eil tro rakwelet. Lavaret e vez ez eus an dilennadeg graet diwar reolenn ar muiañniver.
  2. Dilenn diwar ar c'henfeur ar vodadeg-lezenniñ : dregantad ar votadegoù eztaolet evit pep a roll danvezioù kannaded e pep a bastell-votiñ a zo ketpar da hini a vo evit implijet evit embann m'eo bet dilennet izili kentañ ar rolloù. Dre vras e vez ingal an tregantadoù jedet diwar ar votadennoù hag hini an danvezioù kannad dilennet e-keñver niver izili o roll a-bezh. Meur a sistem jediñ a zo evit evit dilennadegoù diwar ar c'henfeur.
  3. En Israel e kaver ur sintezenn eus an daou sistem p'eo ar vro a-bezh ar bastell-vro votiñ, met dre ar c'henfeur e vez dilennet ar gannaded a ya e-barzh pep a vodadeg-kannadiñ nevez.

Orin an demokratelezh

kemmañ

M'eo Aten ha Henc'hres skouer ha mammenn an demokratelezh er C'hornôg e c'heller menegiñ ez eus un dave d'un hengoun demokratel koshoc'h e-korf Henamzer ar broioù a zo Afghanistan hag India hiziv. Hervez gouizeien gresian eus mare Aleksandr Meur ne oa ket riezoù Sabarcae ha Sambastai gouarnet gant roueed, met hervez ur sistem demokratel. Roudoù an hengoun-se a c'hell bezañ kavet e live izelañ ar politikerezh e India pa vez divizoù kemeret gant asant an holl wazed e kêriadennoù zo, un sistem anvet ar "panchayat".

Pennadoù kar

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ